Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 23

1 Diougan diwar-benn Tir. Huanadit, listri Tarsiz, rak distrujet eo! Ken a diez! Den ne zeuio ken enni! Deuet eo ar c'heloù eus bro Gitim.

2 Bezit didrouz, tud a zo o chom war an aod, c'hwi hag a oa leuniet gant marc'hadourien Sidon, ar re a genrede ar mor.

3 A-dreuz an doureier bras, ed Shihor hag eost ar stêr a oa he leve; hi a oa marc'hallac'h ar broadoù.

4 Bez mezhek, o Sidon! Rak evel-henn en deus komzet ar mor, kreñvlec’h ar mor: Ne'm eus ket gouzañvet gwentloù, ne'm eus ket ganet, ne'm eus ket maget a dud yaouank, na desavet plac'hed yaouank.

5 Pa zeuio ar c'heloù-se d'an Ejipt, e krenint o klevout petra eo c'hoarvezet gant Tir.

6 Tremenit da Darsiz, huanadit, tud a zo o chom war an aod.

7 Hag eo honnezh ho kêr laouen, an hini a sav d'an amzer gozh? He zreid he doug da vont da chom en ur vro pell.

8 Piv en deus divizet an traoù-se a-enep Tir, ar gêr a lodenn ar c'hurunennoù, a oa pennoù-bras he marc'hadourien, ha re vrasañ an douar he c'henwerzherien.

9 AOTROU an armeoù eo an hini en deus divizet ar mennad-se, evit izelaat pep gloar lorc'hus, evit mezhekaat holl re vrasañ an douar.

10 Kenred da vro evel ur stêr, o merc'h Tarsiz! N'eus ken a ere.

11 An AOTROU en deus astennet e zorn war ar mor, lakaet en deus ar rouantelezhioù da grenañ, roet en deus un urzh a-enep Kanaan: distrujañ e greñvlec'hioù,

12 ha lavaret en deus: Ne gendalc'hi ken da laouenaat, o merc'h Sidon, gwerc'hez dizenoret! Sav, kae da Gitim, hag aze zoken ne vo diskuizh ebet evidout.

13 Setu bro ar Galdeiz, ar re ha ne oant ket ur bobl gwechall; Ashur a roas ar vro-se da dud ar gouelec'h. Sevel a rejont tourioù, distrujañ a rejont palezioù Tir, he lakaat a rejont en distruj.

14 Huanadit, listri Tarsiz, rak distrujet eo ho nerzh!

15 En amzer-se e vo ankounac'haet Tir e-pad dek vloaz ha tri-ugent, hervez padelezh buhez ur roue, hag a-benn dek vloaz ha tri-ugent e vo eus Tir evel eus ar c'hast a gomz ar ganaouenn anezhi:

16 Kemer an delenn, tremen kêr, o gast ankounac'haet! Dit da reiñ da glevout tonioù kaer ha kanaouennoù niverus, evit ma vo soñj ac'hanout.

17 A-benn dek vloaz ha tri-ugent, an AOTROU a weladenno Tir, a zistroio d'he gounid dic'hlan, hag en em roio d'ar gastaouerezh gant holl rouantelezhioù an douar a zo war zremm ar bed.

18 Hag he madoù hag he gounid a vo santelaet d'an AOTROU. Ne vint ket berniet na miret. He madoù a vo evit a re a zo o chom dirak an AOTROU, evit m'o devo o gwalc'h da zebriñ ha ma en em wiskint gant dilhad a-zibab.

Lean sinn:



Sanasan