Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 22

1 Diougan diwar-benn traonienn ar gweledigezhioù. Petra 'zo ganit, pa'z eo pignet da holl bobl war an toennoù?

2 Kêr drouzus, leun a safar, kêr laouen! Da re varv n'int ket lazhet gant ar c'hleze, n'int ket lazhet en emgann.

3 Da holl bennoù o deus tec'het a-gevret, ereet int bet gant ar waregerien. Da holl re hag a zo bet kavet, a zo bet ereet a-gevret, pa oant o tec'hout da bell.

4 Abalamour da-se e lavaran: Distroit diouzhin ho taoulagad, ma ouelin gant c'hwervded. Na hastit ket frealziñ ac'hanon diwar-benn diskar merc'h va fobl.

5 Rak un deiz a drubuilh eo, a zistruj hag a spont a-berzh an Aotrou, AOTROU an armeoù, e traonienn ar gweledigezhioù; diskaret eo ar voger, hag e vez klevet er menez kriadennoù a estrenvan.

6 Elam en deus kemeret e glaouier-biroù, hag e oa kirri leun a dud hag a varc'hegerien; Kir en deus tennet e skoed er-maez.

7 Da draoniennoù kaerañ a oa leun a girri, ar varc'hegerien o deus en em renket dirak da zorojoù,

8 tennet eo bet ar pezh a c'holoe Juda, hag en deiz-se e selles etrezek harnezioù ti ar forest.

9 Gwelet hoc'h eus ar freuzoù niverus graet da gêr David, ha dastumet hoc'h eus an doureier eus ar stank izelañ,

10 niveret hoc'h eus tiez Jeruzalem, diskaret hoc'h eus anezho evit kreñvaat ar voger,

11 graet hoc'h eus ivez ur mirlec'h etre an div voger, evit doureier ar stank kozh. Met n'hoc'h eus ket sellet ouzh an hini en deus graet kement-mañ, n'hoc'h eus ket gwelet an hini en deus e gempennet pell 'zo.

12 E-pad ma c'halve an Aotrou, AOTROU an armeoù, da ouelañ en deiz-se, da huanadiñ, da douzañ ho pennoù, da c'hourizañ ar sac'h,

13 setu joa ha levenez, lazhañ a reer ejened, lazhañ a raed deñved, debriñ a raed kig, evañ a raed gwin, o lavarout: Debromp hag evomp, rak warc'hoazh e varvimp!

14 AOTROU an armeoù en deus lavaret da'm divskouarn: Biken an direizhder-se ne vo pardonet deoc'h, ken na varvot gantañ, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.

15 Evel-henn e komz an Aotrou, AOTROU an armeoù: Kae da gavout an teñzorier-mañ, Sebna, mirour ar palez, ha lavar:

16 Petra 'zo dit amañ? Piv a zo eus da diegezh amañ, ma ec'h eus toullet ur bez amañ evidout? Kleuzañ a ra ur bez dezhañ war an uhel, ha kizellañ a ra evitañ ul lojeiz er roc'h!

17 Setu, an AOTROU az taolo pell gant ur vrec'h nerzhus, da c'holeiñ a raio a-dra-sur,

18 da lakaat a raio du ruilhañ, ruilhañ evel ur bellenn etrezek un douar ledan ha bras, eno e varvi, eno e vi kirri da c'hloar, o mezh ti da vestr!

19 Me a argaso ac'hanout eus da garg, lamet e vi kuit eus da lec'h.

20 En deiz-se e c'halvin va servijer Eliakim mab Hilkija,

21 e wiskañ a rin gant da doneg, e c'hourizañ a rin gant da c'houriz, lakaat a rin da c'halloud etre e zaouarn, hag e vo un tad evit tud Jeruzalem hag evit ti Juda.

22 Lakaat a rin war e skoaz alc'hwez ti David, digeriñ a raio ha den ne serro, serriñ a raio ha den ne zigoro.

23 E lakaat a rin evel un tach en ul lec'h sur, bez' e vo evel un tron a c'hloar evit ti e dad,

24 hag e vo staget outañ holl c'hloar ti e dad, an diskennidi bras ha bihan, an holl listri bihan, adalek an tasoù betek ar jarloù.

25 En deiz-se, eme AOTROU an armeoù, an tach lakaet en ul lec'h sur a vo tennet, lamet e vo kuit hag e kouezho, hag ar samm a zouge a vo distrujet, rak an AOTROU en deus komzet.

Lean sinn:



Sanasan