Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 20

1 Er bloavezh ma teuas da Asdod Tartan kaset gant Sargon roue Asiria, ha ma lakaas ar seziz war Asdod ha ma kemeras anezhi,

2 en amzer-se e komzas an AOTROU dre Izaia mab Amoz o lavarout: Kae, distag ar sac'h diouzh da zivgroazell, lam da votoù eus da dreid. Hag evel-se e reas, o vont en noazh ha divotoù.

3 Neuze an AOTROU a lavaras: Evel m'en deus kerzhet va servijer Izaia en noazh ha divotoù, ar pezh a zo un arouez hag ur merk a-enep Ejipt hag a-enep Etiopia evit tri bloavezh,

4 evel-se roue Asiria a gaso gantañ sklaved eus Ejipt ha re zalc'het eus Etiopia, yaouank ha kozh, en noazh ha divotoù, gant o feskennoù dizolo, ur vezh evit an Ejipt.

5 Neuze an dud a vo spontet ha mezhek en abeg d'an Etiopia o esperañs ha d'an Ejipt o gloar.

6 Ar re a zo o chom en tu-mañ d'an harz a lavaro en deiz-se: Setu ar pezh eo deuet da vezañ hon esperañs, a redemp daveti da glask sikour evit bezañ dieubet diouzh roue Asiria! Penaos e tec'himp-ni?

Lean sinn:



Sanasan