Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2

1 Komz Izaia mab Amoz, en deus gwelet diwar-benn Juda ha Jeruzalem.

2 Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl vroadoù.

3 Meur a bobl a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoù, hag e kerzhimp en e wenodennoù, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.

4 Barn a raio etre ar broadoù, hag e vo an tredeog eus meur a bobl; neuze e c’hoveilhint soc’hioù eus o c'hlezeier, ha filzier eus o goafioù. Ur vroad ne savo ken ar c'hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel.

5 O tiegezh eus Jakob, deuit ha kerzhit e sklêrijenn an AOTROU!

6 Rak taolet ec'h eus kuit da bobl, tiegezh Jakob, dre ma'z int leun a sav-heol, a zivinourien evel ar Filistined, ha ma en em unanont da vugale an diavaezidi.

7 O bro a zo leun a arc'hant hag a aour, ha n'eus diwezh ebet d'he zeñzorioù. O bro a zo leun a gezeg, ha n'eus diwezh ebet d'he c'hirri.

8 O bro a zo leun a idoloù, stouiñ a reont dirak labour o daouarn, dirak ar pezh o deus graet o bizied.

9 An dud a zo izelaet hag ar re vras a zo diskaret, met ne bardoni ket dezho.

10 Kae e-barzh ar reier, hag en em guzh er poultr, evit tec'hout diwar spont an AOTROU, ha gloar e Veurded.

11 An daoulagad rok a vo izelaet, ha lorc'h an dud a vo diskaret, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.

12 Rak AOTROU an armeoù en devo e zeiz, a-enep kement a zo lorc'hus ha rok, a-enep kement en em sav, evit e izelaat,

13 a-enep holl wez-sedrez al Liban uhel ha mentek, a-enep holl wez-derv Basan,

14 a-enep holl venezioù uhel, a-enep holl grec'hiennoù savet,

15 a-enep pep tour uhel, a-enep pep moger greñv,

16 a-enep holl listri Tarsiz, hag a-enep kement a blij d'ar gweled.

17 Lorc'h an dud a vo diskaret, ha rogentez ar re vras a vo izelaet, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.

18 An holl idoloù a dec'ho kuit.

19 Hag ez aint e kevioù ar reier, hag e toulloù an douar, evit tec'hout diwar spont an AOTROU ha gloar e Veurded, pa savo evit skeiñ gant an douar.

20 En deiz-se e taolo un den d'ar gozed ha d'al logod-dall, e idoloù arc'hant hag e idoloù aour, en doa graet dezhañ evit o azeuliñ.

21 Hag ez aint e skarroù ar reier, hag e kleuzioù ar menezioù, evit tec'hout diwar spont an AOTROU ha gloar e Veurded, pa savo evit skeiñ gant an douar.

22 Paouezit d'en em harpañ war an den, n'en deus nemet ur c'hwezhadenn en e zifron, rak petore van a c'heller ober outañ?

Lean sinn:



Sanasan