Izaia 19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 19 1 Diougan diwar-benn an Ejipt. Setu, emañ an AOTROU douget war ur goabrenn skañv, dont a ra en Ejipt, idoloù an Ejipt a gren dirazañ, ha kalon an Ejipsianed a deuz en he c'hreiz. 2 Atizañ a rin an Ejipsian a-enep an Ejipsian, hag e stourmint, pep hini a-enep e vreur, pep hini a-enep e amezeg, kêr a-enep kêr, rouantelezh a-enep rouantelezh. 3 Spered an Ejipt a vanko en he c'hreiz, hag e tistrujin he c'huzul; hag e c'houlennint alioù digant an idoloù, an divinourien, ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien. 4 Lakaat a rin an Ejipt etre daouarn ur mestr garv, ur roue kriz a reno warno, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù. 5 Doureier ar mor a vanko, ar stêr a zisec’ho hag a baouezo, 6 ar stêrioù a vo diheñchet, kanolioù an Ejipt a izelaio hag a vanko, ar c'horz hag ar broen a yelo da netra, 7 ar pradeier a zo e-kichen ar c'hanolioù pe e-kichen genoù ar c'hanolioù ha kement a zo hadet a-hed ar c'hanolioù a zisec'ho, a vo kaset pell ha ne vo ken. 8 Ar besketaerien a huanado, an holl re a daol er stêr o higenn a hirvoudo, ar re a astenn o roued war an doureier en em c'hlac'haro. 9 Ar re a labour lin fin a vo mezhek, evel ar re a wiad mezher gwenn. 10 Diazezoù ar vro a vo torret, an holl c'hopridi a vo digalonekaet. 11 Priñsed Zoan n'int nemet tud diskiant, ar c'huzul eus alierien fur Faraon a zo deuet da vezañ ur bodad amoet. Penaos e lavarit da Faraon: Me ’zo mab ar furien, mab ar rouaned kozh? 12 Pelec'h emaint? Pelec'h emañ da re fur? Ra zisklerint dit bremañ, ra gemennint ar pezh en deus divizet AOTROU an armeoù a-enep an Ejipt. 13 Priñsed Zoan o deus kollet o skiant, priñsed Nof en em douell, pennoù ar meuriadoù a laka an Ejipt da ziheñchañ. 14 An AOTROU en deus skuilhet en he c'hreiz ur spered a saouzan, ha deuet eo an Ejipt da vezañ brañsellet en hec'h holl labourioù, evel ma vez brañsellet un den mezv en ur zislonkañ. 15 Ha ne vo netra talvoudus d'an Ejipt eus kement a raio ar penn pe al lost, ar balmezenn pe ar vroenenn. 16 En deiz-se an Ejipt a vo evel gwragez, dianket ha spouronet e vo o welout dorn savet AOTROU an armeoù a vo savet a-enep dezhi. 17 Douar Juda a zeuio da vezañ ur spont evit an Ejipt, pep hini a gomzo diwar e benn a vo spouronet, en abeg d'ar mennad divizet gant AOTROU an armeoù a-enep dezhi. 18 En deiz-se e vo pemp kêr e bro Ejipt a gomzo yezh Kanaan hag a douo da AOTROU an armeoù; kêr an distruj a vo anvet unan anezho. 19 En deiz-se e vo un aoter savet d'an AOTROU e-kreiz bro Ejipt, ha war hec'h harzoù ur maen-eñvor savet d'an AOTROU. 20 Kement-se a vo un arouez hag un testeni evit AOTROU an armeoù e bro Ejipt. Rak huchal a raint d'an AOTROU abalamour d'o gwaskerien, hag e kaso dezho ur salver hag un difenner d'o dieubiñ. 21 Hag an AOTROU en em roio da anavezout d'an Ejipsianed, hag an Ejipsianed a anavezo an AOTROU en deiz-se; kinnig a raint aberzhoù ha donezonoù, hag e raint gouestloù d'an AOTROU hag o seveno. 22 Evel-se an AOTROU a skoio gant an Ejipsianed, skeiñ ha yac'haat a raio, distreiñ a raint d'an AOTROU, aspedet e vo ganto hag e yac'haio anezho. 23 En deiz-se e vo un hent eus Ejipt da Asiria, an Asiria a zeuio d'an Ejipt, an Ejipt d'an Asiria, hag an Ejipsianed a servijo gant an Asirianed. 24 En deiz-se e vo unanet Israel evel un deirvet lodenn d'an Ejipt ha d'an Asiria, hag ar vennozh a vo e-kreiz an douar. 25 AOTROU an armeoù a vennigo anezho o lavarout: Benniget ra vo Ejipt va fobl, hag Asiria labour va daouarn, hag Israel va hêrezh! |