Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 18

1 Gwalleur d'ar vro a ra trouz gant hec'h eskell, hag a zo en tu all da Stêrioù Etiopia,

2 a gas kannaded war ar mor e listri broen war an doureier: Kit, kannaded skañv, etrezek ar vroad galloudus ha skedus, etrezek ar bobl spouronus zoken er pellder, ar vroad kreñv a vac'h gant an treid, lodennet he douar gant stêrioù.

3 C'hwi holl dud ar bed, ha c'hwi annezerien an douar, sellit ouzh ar banniel savet war ar menezioù, selaouit an drompilh o seniñ.

4 Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: En em zerc'hel a rin sioul, hag e sellin diouzh va chomlec'h, evel un tommder skedus er sklerijenn, evel ur goabrenn a c'hlizh e tommder an eost.

5 Rak a-raok ar vendem, pa'z eo kresket an nevezenn ha deuet ar bleuñv da vezañ blokadoù o tareviñ, e troc'ho ar skourrigoù gant stropoù, e savo kuit hag e tilamo ar skourroù.

6 Hag e vint dilezet holl asambles da laboused ar menezioù ha da loened an douar. Al laboused a dremeno an hañv warno, ha loened an douar a dremeno ar goañv warno.

7 En amzer-se e vo degaset ur prof da AOTROU an armeoù gant ar bobl galloudus ha skedus, gant ar bobl spouronus zoken er pellder, ur vroad kreñv a vac'h gant an treid, lodennet he douar gant stêrioù, d'al lec'h m'emañ o chom anv an AOTROU, war Venez Sion.

Lean sinn:



Sanasan