Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 16

1 Kasit an oan da rener an douar, eus Sela er gouelec'h da venez merc'h Sion.

2 Evel laboused o nijal amañ hag ahont, evel un neizhiad kaset kuit, evel-se e vo merc'hed Moab ouzh treizh an Arnon.

3 Kemer ali, seven an diviz, astenn e-kreiz an deiz da skeud heñvel ouzh an noz, kuzh ar re gaset kuit, na drubard ket an dec’hidi.

4 Ra vo o chom an dec'hidi ez kichen, o Moab. Bez evito ur repu dirak an distrujer, rak ar gwaskerezh en deus paouezet, an distruj a zo echuet, ar re a vac'he ar vro a zo kuzumet.

5 An tron a vo startaet gant an drugarez, ha warnañ ec'h azezo gant fealded, e teltenn David, ur barner a glasko ar varnedigezh hag a hasto ar reizhder.

6 Klevet hon eus lorc'h Moab, lorc'hus-kenañ eo, e ourgouilh, e lorc'h, e rogentez, hag e gomzoù goullo.

7 Ra hirvoudo Moab war Voab, ra hirvoudo pep tra e-barzh! War zistrujoù Kir-Haresed e c'hlac'harint digalonekaet holl.

8 Rak parkeier Hesbon ha gwinieg Sibma a zizan; mistri ar broadoù o deus bruzunet ar gwellañ skodoù, en em astenne betek Jaezer, a gerzhe er gouelec'h, ar skourroù anezho a yae a-dreuz ar mor.

9 En abeg da-se e ouelin war winieg Sibma gant gouel Jaezer, ho tourañ a rin gant va daeroù, Hesbon hag Eleale! Rak kriadenn ar brezel a deuz war ho frouezh ha war hoc'h eostoù.

10 Ar joa hag al levenez o deus tec'het eus ar parkeier druz, ken a gan er gwiniennoù, ken a griadennoù a levenez, ken a flastrer evit jaodriñ ar gwin er beolioù, lakaet em eus da baouez ar c'hriadennoù laouen.

11 Setu perak va c'hreizon a huanad diwar-benn Moab evel un delenn, ha va c'halon diwar-benn Kir-Hares.

12 Moab a zo aet skuizh da vont war an uhellec'hioù, mont a raio er santual da bediñ, met ne c'hello kaout netra.

13 Hennezh eo ar gomz en deus lavaret an AOTROU pell amzer 'zo diwar-benn Moab.

14 Ha bremañ e komz an AOTROU o lavarout: A-benn tri bloaz, evel bloavezhioù ur goprad, gloar Moab a vo diskaret gant hec'h holl vareadoù, hag an nemorant a vo ken bihan, ken dinerzh.

Lean sinn:



Sanasan