Izaia 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 15 1 Diougan diwar-benn Moab. En un nozvezh Ar-Moab a zo bet distrujet, kaset da get; en un nozvezh Kir-Moab a zo bet distrujet, kaset da get. 2 Pignat a reer war-zu Bajid ha war-zu Dibon, war an uhellec'hioù da ouelañ. Moab a hirvoudo war Nebo ha war Nedeba, an holl bennoù a vo touzet, an holl varvoù a vo troc'het. 3 Er straedoù o devo gwisket seier, war an toennoù ha war al leurioù pep hini a yudo hag a zirollo da ouelañ. 4 Hesbon hag Eleale a hirvoudo, o mouezh a vo klevet betek Jahaz, brezelourien Moab a laosko kriadennoù, e ene a greno, 5 va c'halon a huanado en abeg da Voab. E dec'hidi a red betek Zoar, betek Eglad-Shelishija. Pignat a reont en ur ouelañ krec'hienn Lukid; hag e lakaint da glevout kriadenn an distruj war hent Horonajim. 6 Doureier Nimrim a vo ur glac'har, ar foenneg a vo disec'h, ar geot a vo kuzumet, ne vo ken a c’hlasvez. 7 An espern o deus graet, ar pezh o deus lakaet a-du, a zougint en tu all da froud an haleg. 8 Mont a ra o c'hriadennoù a-dro-war-dro da harzoù Moab, o hirvoudoù betek Eglaim, o hirvoudoù betek Beer-Elim. 9 Doureier Dimon a vo leun a wad; me a gaso war Zimon poanioù ouzhpenn: ul leon a-enep ar re a zo en em dennet eus Moab hag a-enep an nemorant eus ar vro. |