Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 14

1 Rak an AOTROU en devo truez ouzh Jakob, dibab a raio Israel c'hoazh; adlakaat a raio anezho en o douar, an diavaezidi en em unano outo, hag en em stago ouzh ti Jakob.

2 Ar pobloù a gemero anezho, hag o degaso en-dro d'o bro. Ti Israel o ferc'henno war douar an AOTROU evel servijerien hag evel servijerezed. Kas a raint en dalc'herezh ar re o doa o dalc'het, hag e vestroniint war ar re o doa o gwasket.

3 En deiz ma raio dit an AOTROU diskuizhañ eus da boan, eus da drubuilh, hag eus ar sklavelezh garv e oas bet lakaet dindani,

4 e tistagi ar c'hrennlavar-mañ a-enep roue Babilon, hag e lavari: Penaos en deus echuet ar gwasker? Penaos en deus echuet c'hoantidigezh an aour?

5 An AOTROU en deus torret bazh ar re zrouk, gwialenn ar renerien;

6 an hini a skoe ouzh ar pobloù gant fulor a daolioù dibaouez, an hini a c'houarne ar pobloù gant kounnar, a zo argaset dizamant.

7 An douar holl a zo er peoc'h, sioul eo, kanañ a reer a levenez.

8 Zoken ar gwez-siprez ha gwez-sedrez al Liban a laouena diwar da benn: Abaoe ma'z out kouezhet, den ne bign ken d'hon diskar.

9 Lec'h ar marv, en traoñ, a from en abeg da'z tegouezh. Dihuniñ a ra dirazout ar re varv, holl re c'halloudek an douar. Lakaat a ra holl rouaned ar pobloù da sevel diwar o zron.

10 Holl e stagont da gomz hag e lavaront dit: Te ivez, setu-te hep nerzh eveldomp! Deuet out da vezañ heñvel ouzhimp!

11 Da bompad a zo diskennet e lec'h ar marv, gant son da delennoù. Gourvezet out war ur gwele a vreinadur, hag ar preñved a c'holo ac'hanout.

12 Penaos ez out kouezhet eus an neñvoù, o sterenn lugernus, o mab ar gouloù-deiz? Penaos ez out bet diskaret d'an douar, te hag a vac'he ar broadoù?

13 Te a lavare ez kalon: Pignat a rin d'an neñvoù, sevel a rin va zron dreist stered Doue, azezañ a rin war venez ar vodadeg, e pennoù an hanternoz,

14 pignat a rin a-us da uhelderioù ar c'hoabr, heñvel e vin ouzh an Uhel-Meurbet.

15 Ha koulskoude ez out diskennet e lec'h ar marv, en donderioù ar poull.

16 Ar re a wel ac'hanout a baro o daoulagad warnout, sellout a raint gant evezh ouzhit: Hag aze emañ an hini a lakae an douar da grenañ, a vrañselle ar rouantelezhioù,

17 a droe ar bed e ur gouelec'h, a zistruje ar c'hêrioù, ha na zigore ket an ti d'e brizonidi?

18 Holl rouaned ar broadoù, ya holl, a ehan er c'hloar, pep hini en e di,

19 met te a zo bet taolet pell diouzh da vez, evel ur vroustenn hakr, evel dilhad ar re doullet gant ar c'hleze hag a vez taolet war mein ar poull, evel ur c'horf marv mac'het gant an treid.

20 Ne vi ket unanet ganto er bez, rak glac'haret ec'h eus da zouar ha lazhet ec'h eus da bobl. Gouenn ar re zrouk ne vo biken anvet!

21 Kempennit lazhadeg e vibien, en abeg da zireizhder o zadoù, evit na savint ket ken da berc'hennañ an douar, na da c'holeiñ gant kêrioù dremm ar bed.

22 Sevel a rin en o enep, eme AOTROU an armeoù, hag e lamin eus Babilon hec'h anv hag he nemorant, ar mab hag ar mab-bihan, eme an AOTROU.

23 Ober a rin anezhi un toull evit an heureuchined, ur c'heun, he skubañ a rin gant skubell an distruj, eme AOTROU an armeoù.

24 AOTROU an armeoù en deus touet o lavarout: A-dra-sur, evel ma em eus o disklêriet en em gavo an traoù, hag ar pezh am eus divizet a c'hoarvezo:

25 Breviñ an Asiria em douar, hag he mac'hañ war va menezioù. He yev a vo lamet kuit a-ziwarno, hag he bec'h a vo tennet a-ziwar o divskoaz.

26 Eno emañ ar mennad divizet a-enep an douar holl, eno emañ an dorn astennet war an holl vroadoù.

27 Rak AOTROU an armeoù en deus divizet, ha piv a harzo outañ? E zorn a zo astennet, ha piv a zistroio anezhañ?

28 Ar bloavezh ma varvas ar roue Akaz e voe disklêriet an diougan-mañ:

29 Na laouena ket, douar ar Filistined, dre ma'z eo bruzunet ar wialenn a skoe ganit, rak eus gouenn an naer e c'hano ur wiber, hag ar frouezh anezhi a vo un aerouant o nijal.

30 Re gentañ-ganet ar beorien a vo leuniet, hag an ezhommeien a ziskuizho e surentez, met da wrizienn a lakain da vervel gant an naon, ha lazhet e vo ar pezh a vano ac'hanout.

31 Yud, dor! Garm, kêr! Bez holl er spouron, douar ar Filistined! Rak eus an hanternoz e teu ur moged, pep hini o terc'hel e renk ennañ.

32 Ha petra a vo respontet d'ar re zegaset eus ar vroad-se? Penaos eo an AOTROU en deus diazezet Sion, hag enni re c'hlac'haret e bobl o devo o repu.

Lean sinn:



Sanasan