Izaia 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 13 1 Diougan diwar-benn Babilon, en deus gwelet Izaia mab Amoz. 2 Uhelait ur banniel war ur menez moal, savit ho mouezh war-zu enno, grit sin gant an dorn, ma'z aint e-barzh dre zor ar briñsed. 3 Me am eus roet urzh d'ar re a zo santelaet din, galvet em eus va zud kreñv da gas da benn va c'hounnar, ar re a laouena eus va braster. 4 War ar menezioù e vez klevet trouz un engroez, evel hini ur bobl niverus, un trouz safarus eus rouantelezhioù a bobloù dastumet. AOTROU an armeoù a ra gweladeg war an arme evit ar brezel. 5 Eus ur vro bell, eus pennoù an neñvoù, e teu an AOTROU gant binvioù e vrouez, evit distrujañ ar vro holl. 6 Huanadit rak deiz an AOTROU a zo tost. Dont a raio evel ur wasterezh a-berzh an Holl-C'halloudeg. 7 Setu perak an holl zaouarn a zeuio da vezañ dinerzh, ha pep kalon den a deuzo. 8 Bez' e vint spouronet, karget a c'hlac'har hag a anken; gouzañv a raint gwentloù evel ur vaouez o wilioudiñ, sellout a raint an eil ouzh egile gant souezh, o dremm a vo entanet. 9 Setu, deiz an AOTROU a zeu, deiz kriz, deiz a fulor hag a gounnar entanet, evit degas ar vro en glac'har, evit distrujañ ar bec'herien. 10 Stered an neñvoù hag o steredegoù ne roint ken o lugern, an heol a vo teñvalaet adalek ma vo savet, al loar ne roio ken e sklêrijenn. 11 Me a gastizo ar bed en abeg d'e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc'h ar re rok, hag e tiskarin balc'hder ar waskerien. 12 Lakaat a rin un den priziusoc’h eget aour fin, ur mab-den muioc'h eget aour Ofir. 13 Lakaat a rin an neñvoù da grenañ, an douar a vo dilec'hiet gant kounnar AOTROU an armeoù, en deiz e gounnar entanet. 14 Evel un heizez spontet, evel un tropell ha n'eus den d'e zastum, pep hini a droio e zremm etrezek e bobl, pep hini a dec'ho d'e vro. 15 Piv bennak a vo kavet a vo treuzet, piv bennak a vo tapet a gouezho dre ar c'hleze. 16 O bugale a vo friket dindan o daoulagad, o ziez a vo laeret, o gwragez a vo gwallet. 17 Setu, emaon o vont da sevel ar Veded en o enep, ne vint ket dedennet gant an arc'hant, ha ne lakaint ket o flijadur en aour. 18 Gant o gwareg e tiskaront ar re yaouank, bez' e vint didruez ouzh frouezh ar c'horf, o lagad n'esperno ket ar vugale. 19 Babilon, klod ar rouantelezhioù, kinklerezh ha lorc'h ar Galdeiz, a vo evel Sodom ha Gomora pa voent distrujet gant Doue. 20 Ne vo biken tud o chom enni, ne vo ken annezet a oad da oad. An Arab ne savo ken e deltenn enni, ar vesaerien ne lakaint ken o loened da ziskuizhañ eno. 21 Loened gouez ar gouelec'h o devo eno o zoulloù, he ziez a vo leuniet gant ar c'haouenned, ar struskañvaled a zeuio da chom eno, hag ar bouc'hed a lammo e-barzh. 22 Loened gouez an inizi a yudo en he falezioù, hag an erevent en he ziez a blijadur. Hec'h amzer a zo tost da zont, he deizioù ne vint ket astennet. |