Izaia 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 12 1 En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus. 2 Setu, Doue eo va silvidigezh. Fiziañs am bo ha ne'm bo ket aon, an AOTROU, an AOTROU, eo va nerzh ha va meuleudi, ha bet eo va Salver. 3 Tennañ a reot dour gant levenez eus mammennoù ar silvidigezh. 4 Hag e lavarot en deiz-se: Meulit an AOTROU! Galvit e anv! Embannit e-touez ar pobloù e oberoù bras! Degasit da soñj e anv uhel-meurbet! 5 Kanit d'an AOTROU rak graet en deus traoù burzhudus, ra vint anavezet gant an douar holl! 6 Youc'h ha kan a levenez, te hag a zo o chom e Sion! Rak bras ez kreiz eo Sant Israel. |