Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 11

1 Dont a raio eus kef Jese ur bount, ur vroustenn a gresko diwar e wrizioù.

2 Spered an AOTROU a chomo warnañ, Spered a furnez hag a skiant, Spered a guzul hag a nerzh, Spered a anaoudegezh hag a zoujañs eus an AOTROU.

3 C'hwezh doujañs an AOTROU a vo gantañ. Ne varno ket diouzh gwel e zaoulagad, ne roio ket e soñj diouzh ar pezh en devo klevet e divskouarn.

4 Met ar beorien a varno gant reizhder, hag e roio e soñj diwar-benn ezhommeien an douar gant eeunder; skeiñ a raio ouzh an douar gant gwialenn e c'henoù, hag e lakaio d'ar marv an den fall gant c'hwezh e vuzelloù.

5 Ar reizhder a vo gouriz e zivgroazell, hag ar fealded gouriz e zaougostez.

6 Ar bleiz a vo o chom gant an oan, al loupard a c'hourvezo gant ar menn-gavr, al leue hag al leonig hag al loened a larder a vo a-gevret, hag ur bugelig a reno anezho.

7 Ar vuoc'h a beuro gant an arzhez, o reoù vihan a c'hourvezo a-gevret, al leon a zebro plouz evel an ejen.

8 Ar poupig a zen e vamm a c'hoario e-kichen toull an aspig, hag ar bugel dizonet a astenno e zorn e toull ar wiber.

9 Ne vo ket graet droug ha ne vo ket distrujet, war va holl venez santel, rak an douar a vo leuniet gant anaoudegezh an AOTROU, evel foñs ar mor gant an doureier en golo.

10 En deiz-se gwrizienn Jese a vo evel ur banniel savet evit ar pobloù; ar broadoù a glasko anezhi, hag he chomlec'h a vo glorius.

11 En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.

12 Sevel a raio ar banniel etrezek ar broadoù, dastum a raio re dec'het Israel, hag e vodo re stlabezet Juda, eus pevar c'horn an douar.

13 Gwarizi Efraim a dec'ho kuit, hag e waskerien a vo lamet eus Juda. Efraim ne vo ken avius ouzh Juda, ha Juda ne wasko ken Efraim.

14 Nijal a raint war skoaz ar Filistined war-zu ar c'huzh-heol, a-gevret e preizhataint mibien ar sav-heol, astenn a raint o dorn war Edom ha Moab, mibien Ammon a vo dindano.

15 An AOTROU a lakaio da verz brec'h-vor an Ejipt, sevel a raio e zorn war ar stêr en ur c'hwezhañ gant nerzh, en ranno e seizh gwazh-dour, hag e vo treuzet gant botoù.

16 Bez' e vo un hent evit an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, evel ma voe evit Israel, en deiz ma teuas kuit eus bro Ejipt.

Lean sinn:



Sanasan