Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 10

1 Gwalleur d'ar re a ra reolennoù drouk, hag a skriv evit urzhiañ an taerder,

2 evit nac'hañ ar reizhder d'ar beorien, evit lemel o gwir digant re ezhommek va fobl, evit ober eus an intañvezed o freizh, evit skrapat an emzivaded!

3 Petra a reot en deiz ar varnedigezh, pa zeuio an distruj a-bell? Etrezek piv e tec'hot evit kaout sikour, ha pelec'h e lezot ho kloar?

4 Ar re n'o devo ket pleget e-touez ar brizonidi, a gouezho e-touez ar re varv. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.

5 Gwalleur d'an Asiria, gwialenn va c'hounnar, hag he deus en he dorn bazh va fulor!

6 Kas a rin anezhi a-enep ur vroad pilpous, hag e roin dezhi ur garg a-enep pobl va c'hounnar, evit skrapat, evit preizhata, evit mac'hañ anezho evel fank ar straedoù.

7 Met evel-se n'emañ ket he c'hoant, evel-se n'emañ ket soñj he c'halon. En he c'halon e soñj distrujañ ha kas da get broadoù e-leizh,

8 rak e lavar: Va friñsed, ha n'int ket holl kement a rouaned?

9 Ha n'eo ket eus Kalno evel eus Karkemish? Ha n'eo ket eus Hamad evel eus Arpad? Ha n'eo ket eus Samaria evel eus Damask?

10 P'en deus tapet va dorn rouantelezhioù an idoloù, hag o skeudennoù kizellet a oa dreist re Jeruzalem ha re Samaria,

11 evel ma em eus graet da Samaria ha d'hec'h idoloù, ha ne rin ket kemend-all da Jeruzalem ha d'he skeudennoù?

12 Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.

13 Rak e lavar: Graet em eus kement-se gant nerzh va dorn ha gant va furnez, rak skiantek on. Dilec'hiet em eus harzoù ar pobloù, preizhataet em eus o zeñzorioù, evel un den kreñv em eus diskaret ar re a oa diazezet.

14 Va dorn en deus kavet pinvidigezhioù ar pobloù evel un neizh; evel ma tastumer vioù dilezet, em eus dastumet an douar holl, ha nikun n'en deus fiñvet e askell, na digoret e veg, na laosket ur griadenn.

15 Ar vouc'hal, hag e kavfe gloar diwar-goust an hini a ra ganti? An eskenn, hag en em savfe dreist an hini he laka da fiñval? Evel ma rafe mont ar wialenn d'an hini a sav anezhi, hag evel ma savfe ar vazh ar pezh n'eo ket koad!

16 Setu perak an Aotrou, AOTROU an armeoù, a gaso an distruj war e dud kreñv, ha dindan e veurded e vo enaouet ur flammad, evel flammad un tan.

17 Sklerijenn Israel a zeuio da vezañ un tan, hag e Sant ur flamm, a zevo hag a lonko e zrein hag e zrez en un devezh hepken,

18 hag a guzumo e goadeg hag e liorzh frouezhus, ene ha korf. Bez' e vo evel p'en deus ar c'hlañvour ur fallaenn.

19 An nemorant eus gwez ar goadeg a vo aes da niveriñ, ur bugel o lakafe dre skrid.

20 En deiz-se an nemorant eus Israel hag ar re a zo en em dennet eus ti Jakob ne gendalc'hint ket ken d'en em harpañ war an hini a skoe warno, met en em harpañ a raint gant fealded war an AOTROU, ar Sant eus Israel.

21 An nemorant a zistroio, an nemorant eus Jakob, ouzh an Doue kreñv.

22 Rak, o Israel, ha pa vefe da bobl evel traezh ar mor, un nemorant hepken a zistroio. Ar peurober a zo divizet, lakaat a raio ar reizhder da zic'hlannañ.

23 Rak emañ an Aotrou, AOTROU an armeoù, o vont da beurober an afer e-kreiz an douar, evel ma'z eo bet divizet.

24 Evel-henn e komz an Aotrou, AOTROU an armeoù: Va fobl, te hag a zo o chom e Sion, na'z pez ket aon rak an Asiria; skeiñ a ra warnout gant ar wialenn, hag e sav e vazh ouzhit en doare an Ejipt,

25 met dindan nebeut amzer e paouezo va fulor, hag e troio va c'hounnar d'o distrujañ.

26 AOTROU an armeoù a savo ur skourjez outo, evel pa skoas Madian e roc'h Oreb, evel pa oa e vazh a-us d'ar mor, hag e savo c'hoazh anezhi en doare an Ejipt.

27 En deiz-se e vo lamet e vec'h a-ziwar da zivskoaz, hag e yev diwar da c'houzoug. Ar yev a vo distrujet en abeg d'an druzoni.

28 Deuet eo da Ayad, tremenet eo dre Vigron, lezet en deus e bakad e Mikmash,

29 tremenet o deus an ode, kousket o deus e Geba, aon he deus bet Rama, tec'het he deus Gibea-Saül.

30 Laosk kriadennoù lemm, merc'h Gallim! Ra vi klevet betek Laïsh, paour Anatod!

31 Strewet eo Madmena, tud Gebim a glask ur gwasked.

32 C'hoazh un devezh-ehan e Nob, hag e savo e zorn a-enep menez merc'h Sion, a-enep krec'hienn Jeruzalem!

33 Setu an Aotrou, AOTROU an armeoù, a ziskar ar brankoù gant nerzh; ar re vrasañ a vo torret, ar re uhelañ a vo izelaet.

34 Troc'hañ a ra gant an houarn strouaj stankañ ar goadeg, al Liban a gouezho dindan ur galloudeg.

Lean sinn:



Sanasan