Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Izaia 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1

1 Gweledigezh Izaia mab Amoz, en deus gwelet diwar-benn Juda ha Jeruzalem, e deizioù Ozia, Jotam, Akaz hag Ezekiaz, rouaned Juda.

2 Selaouit, o neñvoù, ro da skouarn, o douar! Rak an AOTROU a gomz: Maget em eus mibien hag o desavet em eus, met en em savet int em enep.

3 An ejen a anavez e berc'henn, hag an azen kraou e vestr, met Israel n'en deus anaoudegezh ebet, va fobl n'he deus skiant ebet.

4 A! Broad pec'herez, pobl bec'hiet a zireizhder, gouenn drouk, mibien aet brein! Dilezet o deus an AOTROU, disprizet o deus Sant Israel, en em zistroet int war-dreñv.

5 Perak c'hoazh skeiñ ganeoc'h pa gendalc'hit hoc'h emsavadeg? Ar penn holl a zo klañv, ar galon holl a zo diyac'h.

6 Adalek sol an troad betek ar penn n'eus netra yac'h, n'eus nemet gloazioù, bloñsoù ha goulioù bev, ha n'int ket bet louzaouet, na paket, na dousaet gant eoul.

7 Ho pro a zo glac'haret, ho kêrioù a zo kuzumet gant an tan. Emañ diavaezidi o plaouiañ war ho touaroù dindan ho taoulagad, pep tra a zo glac'haret evel goude un distruj graet gant diavaezidi.

8 Merc'h Sion a zo chomet, evel ul lochenn en ur winieg, evel ul logell en ur park kokombrez, evel ur gêr kelc'hiet.

9 Ma n'en dije ket AOTROU an armeoù lezet ganeomp un nemorant bihan, e vijemp deuet evel Sodom, heñvel ouzh Gomora.

10 Selaouit komz an AOTROU, pennoù Sodom! Roit ho skouarn da lezenn hon Doue, pobl Gomora!

11 Petra am eus d'ober eus niver bras hoc'h aberzhoù? eme an AOTROU. Leuniet on a loskaberzhoù meot hag a zruzoni leueoù lart; ne gavan plijadur ebet e gwad an tirvi, an deñved hag ar bouc'hed.

12 Pa zeuit d'en em zerc'hel dirak va dremm, piv en deus goulennet ouzhoc'h mac'hañ va leurioù?

13 Na gendalc'hit ket da zegas donezonoù aner, euzh am eus ouzh an ezañs. Diwar-benn ho loarioù nevez, ho sabadoù, hoc'h engalvadegoù, ne c'hellan ket gouzañv an direizhder o kemer perzh en ho podadegoù meur.

14 Va ene a gasa ho loarioù nevez hag ho kouelioù, ur bec'h ez int evidon, skuizh on o padout ganto.

15 Pa'c'h astennit ho taouarn, me a guzh va daoulagad ouzhoc'h. Pa liesait ho pedennoù, ne selaouan ket, ho taouarn a zo leun a wad.

16 En em walc'hit, en em naetait, lamit a-zirak va daoulagad drougiezh hoc'h oberoù, ehanit d'ober fall,

17 Deskit ober mat, klaskit ar barnedigezhioù, diwallit ar re wasket, roit e wir d'an emzivad, difennit an intañvez.

18 Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.

19 Mar fell deoc'h sentiñ a-youl-vat, e tebrot an traoù gwellañ eus ar vro,

20 met ma ne fell ket deoc'h ha ma'z oc'h disent, e viot lonket gant ar c'hleze, rak genoù an AOTROU en deus komzet.

21 Penaos eo deuet da vezañ ur c'hast ar gêr feal? Leun e oa a varnedigezh, ar reizhder a oa o chom enni, ha bremañ muntrerien!

22 Da arc'hant a zo aet e mergl, da win a zo kemmesket gant dour,

23 da briñsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoù hag e redont war-lerc'h ar goproù, ne roont ket e wir d'an emzivad, kaoz an intañvez ne zeu ket betek enno.

24 Abalamour da-se, setu ar pezh a lavar an Aotrou, AOTROU an armeoù, Galloudeg Israel: A! Plijadur am bo eus va stourmerien, hag en em veñjiñ a rin eus va enebourien!

25 Lakaat a rin va dorn warnout, teuziñ a rin da vergl evel gant kali, hag e lamin kuit da holl staen.

26 Adlakaat a rin da varnerien evel ma oant gwechall, ha da guzulierien evel er penn-kentañ. Goude-se e vi galvet kêr ar reizhder, keoded feal.

27 Sion a vo dasprenet dre ar varnedigezh, hag ar re en em zistroio dezhi, dre ar reizhder.

28 Met ar re zisent hag ar bec'herien a vo distrujet a-unan, hag ar re a zilez an AOTROU a yelo da goll.

29 Rak mezh ho po en abeg d'an dervennoù a garit, ha ruziañ a reot gant al liorzhoù a ra ho plijadur.

30 Bez' e viot evel un dervenn gant delioù o c'hoeñviñ, evel ul liorzh n'he deus ket a zour.

31 An den kreñv a vo stoub, e oberoù a vo ur fulenn, an eil hag egile a zevo a-unan, ha ne vo den da lazhañ an tan.

Lean sinn:



Sanasan