Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sant Ian 17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 17 Ar bedenn-veleg

1 Jezuz a gomzas evel-se, ha neuze, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet. Ro gloar da’z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,

2 ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.

3 Hag ar vuhez peurbadus eo ma’c’h anavezint ac’hanout, te ar gwir Doue nemetañ, ha Jezuz-Krist, an hini ac’h eus kaset.

4 Roet em eus gloar dit war an douar, echuet em eus al labour ac’h eus roet din d’ober.

5 Bremañ, Tad, ro gloar din ennout da-unan, eus ar gloar-se am boa ennout a-raok ma voe graet ar bed.

6 Disklêriet em eus da anv d’an dud ac’h eus roet din eus ar bed. Dit e oant, hag ec’h eus o roet din, hag o deus miret da c’her.

7 Anavezet o deus bremañ penaos kement ac’h eus roet din a zeu ac’hanout,

8 rak roet em eus dezho ar gerioù ac’h eus roet din, hag o degemeret o deus, hag anavezet o deus e gwirionez ez on deuet ac’hanout, ha kredet o deus ec’h eus va c’haset.

9 Pediñ a ran evito. Ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac’h eus roet din, abalamour ma’z int dit.

10 Kement a zo din a zo dit, ha kement a zo dit a zo din, hag enno e vez roet gloar din.

11 Me n’on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, hag e teuan etrezek ennout. Tad santel, mir en da anv ar re ac’h eus roet din, evit ma vint unan eveldomp-ni.

12 E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho en da anv. Miret em eus ar re ac’h eus roet din, hag hini ebet anezho n’eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur.

13 Met bremañ e teuan etrezek ennout hag e lavaran an traoù-mañ er bed, evit ma vo va levenez peurleuniet enno.

14 Roet em eus dezho da c’her hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n’int ket eus ar bed, evel n’on ket va-unan eus ar bed.

15 Ne bedan ket ac’hanout d’o lemel eus ar bed, met d’o diwall diouzh an droug.

16 N’int ket eus ar bed, evel n’on ket va-unan eus ar bed.

17 Santela anezho en da wirionez, da c’her eo ar wirionez.

18 Evel ma ec’h eus va c’haset er bed, em eus ivez o c’haset er bed,

19 hag en em santelaan va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet er wirionez.

20 Ne bedan ket evito hepken, met c’hoazh evit a re a gredo ennon dre o ger,

21 evit ma vint holl unan, evel ma’z out ennon, Tad, hag evel ma’z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed ec’h eus va c’haset.

22 Roet em eus dezho ar gloar ac’h eus roet din, evit ma vint unan evel ma’z omp ni unan,

23 me enno ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma’c’h anavezo ar bed ec’h eus va c’haset hag ec’h eus o c’haret evel ma ec’h eus va c’haret.

24 Tad, me a c’hoanta e vo ganin ar re ac’h eus roet din, e-lec’h ma’z on, evit ma welint ar gloar ac’h eus roet din, rak va c’haret ec’h eus a-raok krouidigezh ar bed.

25 Tad gwirion, ar bed n’en deus ket da anavezet, met me am eus da anavezet hag ar re-mañ o deus anavezet ec’h eus va c’haset.

26 Roet em eus da anavezout dezho da anv hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac’h eus bet evidon ha ma vin enno.

Lean sinn:



Sanasan