Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sant Ian 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 13 Jezuz a walc’h o zreid d’e ziskibien

1 A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc’h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d’an Tad, goude bezañ karet e re a oa er bed, o c’haras betek an diwezh.

2 Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d’e zroukreiñ,

3 Jezuz, oc’h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue,

4 a savas diouzh koan, a lamas e zilhad, hag, o vezañ kemeret ul lienenn, en em c’hourizas ganti.

5 Goude-se e lakaas dour en ur billig hag en em lakaas da walc’hiñ treid an diskibien ha d’o zorchañ gant al lienenn a oa en-dro dezhañ.

6 Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ a lavaras dezhañ: Aotrou, ha te a walc’hfe va zreid din!

7 Jezuz a respontas dezhañ: N’ouzout ket bremañ ar pezh a ran, met henn gouzout a ri diwezhatoc’h.

8 Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc’hi va zreid din. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc’han ket ac’hanout, ne’c’h eus ket lod ganin.

9 Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn.

10 Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc’het en deus ezhomm e vefe gwalc’het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da-benn. Ha c’hwi a zo glan, met n’oc’h ket holl.

11 Rak gouzout a rae piv oa an hini a dlee e zroukreiñ, abalamour da-se e lavaras: N’oc’h ket glan holl.

12 Goude eta m’en doe gwalc’het o zreid dezho ha m’en doe adkemeret e zilhad, en em lakaas adarre ouzh taol hag e lavaras dezho: Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc’h?.

13 Va c’hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit rak bez’ ez on.

14 Mar em eus eta gwalc’het ho treid deoc’h, me an Aotrou hag ar Mestr, c’hwi a dle ivez gwalc’hiñ ho treid an eil d’egile.

15 Rak roet em eus deoc’h ur skouer, evit ma reot evel ma em eus graet deoc’h.

16 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ar servijer n’eo ket brasoc’h eget e vestr, nag an abostol brasoc’h eget an hini en deus e gaset.

17 Mar gouzoc’h an traoù-se, ez oc’h eürus, gant ma sentot outo.


Jezuz a gemenn trubarderezh Judaz

18 Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.

19 Me en lavar deoc’h adalek bremañ, a-raok ma’c’h erruo an dra, evit pa c’hoarvezo, ma kredot emaon.

20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a zegemer an hini am bo kaset a zegemer ac’hanon, hag an hini a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset.

21 P’en doe Jezuz lavaret kement-se, e voe trubuilhet en e spered hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, unan ac’hanoc’h am droukroio.

22 An diskibien a sellas an eil ouzh egile o vezañ ne ouient ket a biv eo e komze.

23 Unan eus e ziskibien, a oa karet gant Jezuz, a oa astennet harp ouzh bruched Jezuz.

24 Simon-Pêr a reas sin dezhañ da c’houlenn eus piv e komze.

25 Eñ, o vezañ pleget war vruched Jezuz, a lavaras dezhañ: Aotrou, piv eo?

26 Jezuz a respontas: An hini a roin dezhañ an tamm soubet. Hag, o vezañ soubet un tamm, e roas anezhañ da Judaz Iskariod mab Simon.

27 War-lerc’h an tamm, Satan a yeas ennañ. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Gra raktal ar pezh a rez.

28 Met hini ebet eus ar re a oa ouzh taol ne gomprenas perak e lavaras kement-se dezhañ.

29 Hiniennoù a soñjas penaos, evel ma oa ar yalc’h gant Judaz, e lavare Jezuz dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel, pe da reiñ un dra bennak d’ar beorien.

30 O vezañ eta resevet an tamm, eñ a yeas kuit raktal. Noz e oa.


Ar gourc’hemenn nevez

31 Pa voe aet kuit, Jezuz a lavaras: Bremañ roet eo bet gloar da Vab an den ha roet eo bet gloar da Zoue ennañ.

32 Mar d-eo bet roet gloar da Zoue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan hag e roio gloar dezhañ prest.

33 Va bugale vihan, me a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. C’hwi am c’hlasko hag, evel ma em eus lavaret d’ar Yuzevien: Ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z an, deoc’h ivez en lavaran bremañ.

34 Reiñ a ran deoc’h ur gourc’hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.

35 Dre gement-mañ ec’h anavezo an holl ez oc’h va diskibien, ma hoc’h eus karantez an eil evit egile.


Jezuz a gemenn da Bêr e zinac’hadenn

36 Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pelec’h ez-te? Jezuz a respontas dezhañ: E-lec’h ma’z an, ne c’hellez ket va heuliañ bremañ, met te am heulio diwezhatoc’h.

37 Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, perak ne c’hellan ket da heuliañ bremañ? Me a rofe va buhez evidout.

38 Jezuz a respontas dezhañ: Te a rofe da vuhez evidon? E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ne gano ket ar c’hilhog na’z po va dinac’het teir gwech.

Lean sinn:



Sanasan