Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Hebreed 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 8 Jezuz, beleg-meur an emglev nevez

1 An dra pennañ eus ar pezh hon eus lavaret, eo ma hon eus un hevelep beleg-meur, a zo en em azezet a-zehou da dron ar Veurdez en neñvoù,

2 hag a zo ministr eus ar santual hag eus an tabernakl gwirion savet gant an Aotrou ha nann gant un den.

3 Pep beleg-meur a zo lakaet en e garg evit kinnig profoù hag aberzhoù, dre-se eo ret en defe ivez hemañ un dra bennak da ginnig.

4 Mar bije-eñ war an douar, ne vije ket beleg zoken, o vezañ ma ez eus beleien a ginnig ar profoù hervez al lezenn

5 hag a ra ur servij, eiladur ha skeud eus an traoù neñvel, hervez an urzh roet gant Doue da Voizez pa dlee sevel an tabernakl, rak lavaret eo bet dezhañ: Laka evezh d’ober pep tra hervez ar skouer a zo bet diskouezet dit war ar menez.

6 Met bremañ en deus resevet ur ministrerezh kement uheloc’h ma’z eo an hanterour eus un emglev kalz gwelloc’h hag a zo bet savet war gwelloc’h promesaoù.

7 Rak ma vije bet an emglev kentañ hep si, ne vije ket bet lec’h evit un eilvet.

8 Lavaret eo bet dezho evel un tamall: Setu, an deizioù a zeuio, eme an Aotrou, ma rin un emglev nevez gant ti Israel ha gant ti Juda,

9 nann un emglev evel an hini am eus graet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt; rak n’o deus ket kendalc’het em emglev hag em eus o dilezet, eme an Aotrou.

10 Met setu an emglev a rin gant ti Israel: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o soñjoù hag e skrivin anezho war o c’halonoù, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.

11 Den ne gelenno mui nag e nesañ nag e vreur o lavarout: Anavez an Aotrou. Rak an holl am anavezo, adalek an hini bihanañ betek an hini brasañ,

12 dre ma vin trugarezus e-keñver o direizhder ha ne’m bo ken soñj eus o fec’hedoù nag eus o fallentezioù.

13 O komz diwar-benn un emglev nevez, e tisklêrias e oa kozh an hini kentañ. Hag ar pezh a zo deuet da vezañ hen ha koshaet, a zo prest da vont da get.

Lean sinn:



Sanasan