Hebreed 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 6 1 Setu perak, o lezel ar c’hentelioù kentañ eus Krist, en em roomp d’ar barfeted, hep lakaat a-nevez an diazez eus nac’hidigezh an oberoù marv, eus ar feiz e Doue, 2 eus kelennadurezh ar badeziantoù, eus al lakadur-daouarn, eus an adsavidigezh a-douez ar re varv hag eus ar varn peurbadus. 3 Kement-se eo ar pezh a raimp, mar plij gant Doue. Arabat mont war-gil 4 Rak ar re a zo bet ur wech sklêrijennet, o deus tañvaet an donezon neñvel, o deus bet o lod er Spered-Santel, 5 o deus tañvaet ger mat Doue ha galloudoù ar bed da zont, 6 hag a zo kouezhet, ne c’heller ken o adneveziñ hag o degas d’ar geuzidigezh, peogwir e stagont ouzh ar groaz a-nevez evito o-unan Mab Doue, o lakaat anezhañ e gwel d’an dismegañs. 7 Rak un douar douret gant ar glav a gouezh warnañ alies hag a ro geot mat d’ar re a labour anezhañ, a resev ur vennozh digant Doue, 8 met an hini a ro drein hag askol, a zo dianzavet ha prest da vezañ milliget; e ziwezh eo bezañ devet. 9 Koulskoude, re garet-mat, e c’hortozomp diganeoc’h traoù gwelloc’h hag a sell ouzh ar silvidigezh, petra bennak ma komzomp evel-se. 10 Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent. 11 Fellout a ra deomp e tiskouezfe pep hini ac’hanoc’h un hevelep aked, da virout betek an diwezh ur fiziañs leun en esperañs, 12 evit na zeuot ket didalvez, met ma teuot heñvel ouzh ar re o deus ar promesaoù da hêrezh dre ar feiz ha dre ar basianted. Diarvar promesa Doue 13 Pa reas Doue ar bromesa da Abraham, evel na c’helle ket touiñ dre unan brasoc’h, e touas drezañ e-unan 14 hag e lavaras: Me a vennigo ac’hanout a-dra-sur, hag e kreskin ac’hanout a-dra-sur. 15 Evel-se eo e resevas ar bromesa, o vezañ gortozet gant dalc’husted. 16 An dud avat a dou dre un hini a zo brasoc’h egeto, hag ul le evit asurañ an traoù a echu an holl dislavaroù. 17 Dre-se Doue, o c’hoantaat diskouez gwelloc’h c’hoazh da heritourien ar bromesa digemm e vennad, a reas gant ul le, 18 evit ma hor bo ur frealz galloudek, dre an daou dra digemmus-se na c’hell ket Doue gaouiadiñ enno, ni hag a glask ur repu e perc’hennidigezh nerzhus an esperañs kinniget deomp. 19 Mirout a reomp an esperañs-se evel un eor eus hon ene, sur ha start, hag a ya e diabarzh ar ouel, 20 e-lec’h ma’z eo Jezuz antreet evidomp evel un diaraoger, o vezañ bet graet beleg-meur peurbadus hervez urzh Melkizedek. |