Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Hebreed 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 5

1 Rak pep beleg-meur kemeret e-touez an dud a zo lakaet evit an dud e traoù a sell ouzh Doue, evit ma kinnigo profoù hag aberzhoù evit ar pec’hedoù.

2 Gallout a ra kaout truez ouzh ar re a zo en diouiziegezh hag en errol, peogwir eo eñ ivez e-unan e-kreiz an dinerzhded.

3 Abalamour da gement-se e tle kinnig aberzhoù evit e bec’hedoù e-unan, kenkoulz hag evit re ar bobl.

4 Den ne c’hell kemer an enor-se anezhañ e-unan, nemet an hini a zo galvet gant Doue evel Aaron.

5 Evel-se ivez Krist n’en deus ket kemeret evitañ e-unan ar gloar da vezañ beleg-meur, met resevet en deus digant an hini en deus lavaret: Te eo va Mab, da c’hanet em eus hiziv.

6 Evel ma lavar ivez en ul lec’h all: Te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek.

7 Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,

8 en deus desket ar sentidigezh dre an traoù en deus gouzañvet, petra bennak ma oa Mab.

9 Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,

10 Doue o vezañ e zisklêriet beleg-meur hervez urzh Melkizedek.


Al laezh hag ar boued kreñv

11 Kalz a draoù hon eus da lavarout diwar-benn kement-se, ha traoù diaes da zisplegañ, dre ma’z oc’h deuet gorrek da gompren.

12 Rak e-lec’h ma tlejec’h abaoe pell zo bezañ mistri, ezhomm hoc’h eus c’hoazh da zeskiñ ar c’hentelioù kentañ eus komzoù Doue, hag oc’h deuet da gaout ezhomm a laezh kentoc’h eget a voued kreñv.

13 Hogen an hini a zo maget gant laezh ne gompren ket ger ar reizhder, rak ur bugel bihan eo.

14 Met ar boued kreñv a zo evit an dud en oad, evit ar re hag o deus dre gustum o skiant doareet da ziforc’hiñ ar mad diouzh an droug.

Lean sinn:



Sanasan