Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Hebreed 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1 Krist, diskuliadur Doue

1 Doue, goude bezañ gwechall komzet d’hon tadoù meur a wech hag e meur a zoare dre ar brofeded,

2 en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.

3 Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.

4 Graet eo bet seul-vui uheloc’h eget an aeled ma en deus bet da hêrezh un anv gwelloc’h eget o hini,

5 rak da behini eus an aeled en deus Doue biskoazh lavaret: Te eo va Mab, da c’hanet em eus hiziv? Pe c’hoazh: Me a vo un Tad dezhañ, hag eñ a vo ur Mab din?

6 Hag adarre, pa zegas er bed ar c’hentañ-ganet, e lavar: Ra azeulo holl aeled Doue anezhañ.

7 Diwar-benn an aeled, e lavar: Ober a ra eus e aeled speredoù hag eus e servijerien flammoù tan.

8 Met diwar-benn ar Mab, e lavar: O Doue! Da dron a chomo e kantvedoù ar c’hantvedoù, gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder,

9 karet ec’h eus ar reizhder ha kasaet an direizhder, dre-se, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted.

10 Hag ivez: Te Aotrou, ac’h eus diazezet an douar abaoe ar penn-kentañ, an neñvoù a zo labour da zaouarn,

11 da netra e teuint met e chomi, koshaat a raint holl evel ur gwiskamant,

12 te a rollo anezho evel ur vantell hag e vint cheñchet, met te eo an hevelep hini ha da vloavezhioù n’echuint ket.

13 Ha da behini eus an aeled en deus biskoazh lavaret: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid?

14 Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?

Lean sinn:



Sanasan