Habakuk 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 3 1 Pedenn ar profed Habakuk, war don ur werz lourennek. 2 AOTROU, klevet em eus ar pezh ac'h eus roet da glevout. Leuniet on a aon. AOTROU, e-pad ar bloavezhioù, laka da oberenn da advevañ! E-pad ar bloavezhioù, ro-hi da vezañ anavezet! Ez kounnar, az pez soñj da gaout truez! 3 Dont a ra Doue eus Teman, dont a ra ar Sant eus Menez Paran. Ehan E Veurded a c'holo an neñvoù, hag e veuleudi a leugn an douar. 4 E splannder a zo evel ar sklêrijenn, bannoù a strink eus e zaouarn, eno eo kuzhet e nerzh. 5 Ar vosenn a gerzh dirazañ, ha glaou-tan a heuilh e gammedoù. 6 Chom a ra a sav, hag e vuzuilh an douar; sellout a ra, hag e laka ar broadoù da grenañ. Ar menezioù peurbadus a zo bruzunet, ar c'hrec'hiennoù kozh-kenañ a zo izelaet. E hentoù a zo a-holl-viskoazh. 7 Gwelout a ran teltennoù Kush en anken, hag e kren tinelloù bro Vadian. 8 Hag a-enep ar stêrioù eo fulor an AOTROU? Da gounnar, ha bez' eo a-enep ar stêrioù, ha da fulor, a-enep ar mor, evit ma vefes pignet war da gezeg, war da girri trec'hus? 9 Da wareg a zo lakaet en noazh, da viroù a zo touet dre ar gomz. Ehan Faoutañ a rez an douar gant ar stêrioù. 10 Ar menezioù a wel ac'hanout hag a gren. Froudoù herrus en em daol d'an traoñ, an donder a laka e vouezh da dregerniñ, sevel a ra e zaouarn d'an nec'h. 11 An heol hag al loar a chom a-sav en o annez; mont a reont diouzh gouloù da viroù o nijal, diouzh lugern da c'hoaf skedus. 12 Kerzhout a rez war an douar gant erez, mac'hañ a rez ar pobloù ez kounnar. 13 Mont a rez er-maez evit dieubiñ da bobl, evit dieubiñ da olevad. Bruzunañ a rez lein ti an den fallakr, e zistrujañ a rez traoñ ha krec'h. Ehan 14 Toullañ a rez gant da zaredoù penn ar vrezelourien en em daol evel ur barrad-avel evit hor stlabezañ, hag en em laouena evel evit lonkañ ar reuzeudig en o c'hev. 15 Gant da gezeg e kerzhez war ar mor, war an doureier bras berniet. 16 Klevet em eus ha va c'hreizon a zo strafuilhet, d'ar vouezh-mañ va muzelloù a spouron. Ar breinadur a ya e-barzh va eskern, hag e krenan dindanon, dre ma tlean gortoz didrouz deiz an enkrez, pa bigno a-enep ar bobl an hini he zapo. 17 Rak ar wezenn-fiez ne vleunio ket, ha ne vo ken a frouezh er gwiniegoù, frouezh ar wezenn-olivez a raio diouer, ar parkeier ne roint ken a vagadur. An deñved a yelo diwar wel er c'hraou-deñved, ha ne vo ken a ejened er c'hrevier-saout. 18 Koulskoude me a vo laouen en AOTROU, me a drido e Doue eus va silvidigezh. 19 An AOTROU, an Aotrou eo va nerzh, lakaat a ra va zreid heñvel ouzh re ar c'harvezed, hag e ra din en em zerc'hel war an uhelder. D'ar mestr-kaner; gant binvioù-kerdin. |