Habakuk 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 1 Diougan en deus gwelet Habakuk. 2 Betek pegoulz, o AOTROU, e c'harmin hep ma selaoufes? Kriet em eus dit: Taerder! hep ma savetefes. 3 Perak e rez din gwelout an drougiezh, hag e sellez ouzh ar fallentez? Rak ar gwaskerezh hag an taerder a zo dirazon. Bez' ez eus enebiezhoù, hag an dizunvaniezh en em sav. 4 Setu perak eo dic'halloud al lezenn, hag ar reizhder a zo kammet. Hag an den fall a stard an den reizh, setu perak e vez rentet barnedigezhioù gwallsiek. 5 Sellit e-touez ar broadoù, bezit souezhet ha sabatuet, rak me a ya d'ober en ho teizioù un oberenn na gredfec'h ket mar befe kontet deoc'h. 6 Rak setu, emaon o vont da sevel a-enep deoc'h ar Galdeiz, ar bobl kriz ha taer-se, a red a-dreuz plaenennoù bras an douar evit perc’hennañ chomadurioù n'int ket dezhi. 7 Spontus hag euzhus eo; anezhi hec'h-unan e teuio he barnedigezh hag he braster. 8 He c'hezeg a zo skañvoc'h eget al louparded, lemmoc'h eget bleizi an abardaez. He marc'hegerien a ya war-raok gant lorc'h, he marc'hegerien a zeu eus a-bell, nijal a reont evel an erer oc'h en em deurel war e breizh. 9 Dont a reont holl evit skrapañ, o dremmoù a zo astennet war-raok, dastum a reont prizonidi evel traezh. 10 Ar bobl-se a ra goap ouzh ar rouaned, ar briñsed a zo abeg he goapaerezh, c'hoarzhin a ra ouzh an holl greñvlec’hioù: berniañ a ra douar, hag e kemer anezho. 11 Neuze e treuz evel an avel, tremen a ra e-biou hag en em laka kablus. He nerzh eo he doue. 12 Ha n'out ket a bep amzer, o AOTROU, va Doue, va Sant? Ne varvimp ket. AOTROU, lakaet ec'h eus ar bobl-se evit ober ur varnedigezh. O va Roc'h, he lakaet ec'h eus evit kastizañ. 13 Re c'hlan eo da zaoulagad evit gwelout an droug, ha ne c'hellez ket sellout ouzh ar fallagriezh. Perak e sellfes ouzh a re fall hag e tavfes, pa lonk an hini drouk unan reishoc'h egetañ? 14 Ha graet ec'h eus gant an dud evel gant pesked ar mor, evel gant ar stlejviled n'o deus mestr ebet? 15 Lakaat a ra anezho holl da bignat gant an higenn, o sachañ a ra en e roued, o dastum a ra en e lasoù, setu perak emañ o laouenaat hag o tridal. 16 Setu perak ec'h aberzh d'e roued hag e laka da vogediñ d'e lasoù, rak drezo eo druz e lodenn ha saourus e voued. 17 Daoust ha goullonderiñ a raio evit-se e roued, en ur lazhañ dalc'hmat hep truez ar broadoù? |