Geneliezh 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 7 Al liñvadenn-veur 1 An AOTROU a lavaras da Noe: Kae e-barzh an arc'h gant da holl diegezh, rak da welet em eus reizh dirazon er rummad-mañ. 2 Kemer a ri ganit eus an holl loened c'hlan seizh koublad a bep rumm, ar par hag e barez, hag eus al loened n'int ket glan, daou, ar par hag e barez. 3 Kemer a ri ivez eus laboused an neñvoù seizh koublad, par ha parez, evit mirout o gouenn war-c'horre an douar holl. 4 Rak a-benn seizh deiz, e lakain ar glav da gouezhañ war an douar e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, hag e lamin diwar-c'horre an douar an holl draoù bev am eus graet. 5 Noe a reas kement en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ. 6 Noe a oa oadet a c'hwec'h kant vloaz pa voe al liñvadenn-veur ha ma teuas an doureier war an douar. 7 Noe a yeas e-barzh an arc'h gant e vibien, e wreg ha gwragez e vibien, abalamour da zoureier al liñvadenn. 8 Loened c'hlan ha loened n'int ket glan, laboused hag eus kement a ruz war an douar, 9 daou-ha-daou, par ha parez, a yeas etrezek Noe en arc'h, evel m'en doa gourc'hemennet Doue da Noe. 10 Hag e c'hoarvezas, a-benn ar seizh devezh, ma voe doureier al liñvadenn war an douar. 11 Er bloavezh c'hwec'h kant eus buhez Noe, en eilvet miz, er seitekvet deiz eus ar miz, en deiz-se, mammennoù an donder bras a strinkas ha stouvelloù an neñvoù a zigoras. 12 Ar glav a gouezhas war an douar e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh. 13 En hevelep deiz-mañ, Noe, Sem, Cham ha Jafed, mibien Noe, gwreg Noe ha teir gwreg e vibien ganto, a yeas e-barzh an arc'h, 14 int, hag an holl loened hervez o rumm, an holl chatal hervez e rumm, an holl stlejviled a ruz war an douar hervez o rumm, an holl laboused hervez o rumm, pep labous bihan, kement en deus divaskell. 15 Mont a rejont eta etrezek Noe e-barzh an arc'h, daou-ha-daou, eus kement kig en doa c'hwezhadenn a vuhez. 16 Ar re a zeuas a oa par ha parez, a bep kig, evel m'en doa gourc'hemennet Doue dezhañ. Hag an AOTROU a serras an arc'h warnañ. 17 Al liñvadenn a voe daou-ugent devezh war an douar. An doureier a greskas, a c'horrojont an arc'h, hag an arc'h a savas a-us d'an douar. 18 An doureier a vrasaas hag a greskas kalz war an douar, hag an arc'h a neuñvas war-c'horre an doureier. 19 An doureier a vrasaas meurbet war an douar, an holl venezioù uhel a zo dindan an neñvoù a voe goloet. 20 An doureier a savas pemzek ilinad a-us dezho hag ar menezioù a voe goloet. 21 Pep kig en em fiñve war an douar a varvas, kenkoulz al laboused evel ar chatal, al loened hag an holl stlejviled a ruze war an douar, hag an holl dud. 22 Kement en doa ur c'hwezhadenn a vuhez en e zivfron ha kement a oa war an douar kalet a varvas. 23 An holl draoù bev a oa war-c'horre an douar a voe distrujet, adalek an dud betek al loened, betek ar stlejviled ha betek laboused an neñvoù, hag e voent distrujet diwar-c'horre an douar. Ne vanas nemet Noe hag ar pezh a oa gantañ en arc'h. 24 An doureier a oa bras war an douar e-pad kant hag hanter-kant devezh. |