Geneliezh 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 6 Arc'h Noe 1 Pa voe deuet an dud da greskiñ war-c'horre an douar, ha ma voe ganet merc'hed dezho, 2 mibien Doue, o welout penaos e oa koant merc'hed an dud, a gemeras gwragez a-douez ar re holl a blije dezho. 3 An AOTROU a lavaras: Va Spered ne stourmo ket da viken gant an den rak n'eo nemet kig; e zeizioù a vo kant ugent vloaz. 4 Ramzed a oa war an douar en amzer-se, hag ivez diwezhatoc'h, goude ma voe aet mibien Doue etrezek merc'hed an dud hag o doe roet dezho bugale. Ar re-se eo harozed brudet an amzer gozh. 5 An AOTROU a welas penaos drougiezh an den a oa bras war an douar ha penaos kement tra ijinet gant soñjoù e galon ne oa nemet fall e pep amzer. 6 An AOTROU en doe keuz da vezañ graet an den war an douar, hag e voe glac'haret a gement-se en e galon. 7 An AOTROU a lavaras: Lemel a rin diwar-c'horre an douar an den am eus krouet, adalek an den betek ar chatal, betek ar stlejviled ha betek laboused an neñvoù, rak keuz am eus da vezañ graet anezho. 8 Met Noe a gavas trugarez dirak daoulagad an AOTROU. 9 Setu amañ lignez Noe: Noe a voe un den reizh hag eeun en e amzer, Noe a gerzhas gant Doue. 10 Noe a voe tad da dri mab: Sem, Cham ha Jafed. 11 An douar a oa saotret dirak Doue, an douar a oa leun a fallagriezh. 12 Doue a sellas ouzh an douar ha setu, e oa saotret, rak pep kig en doa saotret e hent war an douar. 13 Doue a lavaras da Noe: Diwezh pep kig a zo deuet dirazon, rak an douar a zo leun a fallagriezh drezo. Setu, ez an d'o distrujañ gant an douar. 14 Gra dit un arc'h gant koad gofer; ober a ri lojelloù enni, hag e lifri anezhi gant peg-du en diabarzh hag en diavaez. 15 Setu amañ penaos e ri anezhi: Hirder an arc'h a vo tri c'hant ilinad, he ledander hanter-kant ilinad, hec'h uhelder tregont ilinad. 16 Ober a ri ur prenestr d'an arc'h hag ec'h echui anezhañ dre un ilinad ouzh krec'h. Lakaat a ri dor an arc'h war he c'hostez. Ober a ri anezhi gant un estaj izel, un eilvet hag un trede. 17 Ha me, setu, a ya da zegas al liñvadenn-veur war an douar, evit distrujañ kement kig en deus c'hwezhadenn a vuhez dindan an neñvoù. Kement a zo war an douar a varvo. 18 Met diazezañ a rin va emglev ganit. Mont a ri en arc'h, te, da vibien, da wreg ha gwragez da vibien ganit. 19 Eus kement a vev a-douez pep kig, lakaat a ri da vont en arc'h daou a bep rumm evit o mirout bev ganit: par ha parez e vint. 20 Laboused hervez o rumm, chatal hervez e rumm, holl stlejviled an douar hervez o rumm, daou eus pep rumm a zeuio davedout evit m'o miri bev. 21 Te, kemer ganit eus kement boued a vez debret, gra evel-se ur bourvezañs evidout, evit ma servijo kement-se da voued dit kenkoulz ha dezho. 22 Noe a reas kement-se, pep tra en doa gourc'hemennet Doue dezhañ. |