Geneliezh 50 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 50 Sebeliadur Jakob. Marv Jozef 1 Jozef en em daolas war zremm e dad, a ouelas warnañ hag a bokas dezhañ. 2 Jozef a c'hourc'hemennas d'e servijerien, ar vedisined, balzamañ e dad hag ar vedisined a valzamas Israel. 3 Daou-ugent devezh a voe lakaet d'an dra-se, rak kement-se eo an niver eus an deizioù a lakaer da valzamañ. Hag an Ejipsianed a ouelas dezhañ dek devezh ha tri-ugent. 4 Pa voe deizioù e gañv tremenet, Jozef a gomzas d'ar re eus ti Faraon o lavarout: Mar em eus kavet trugarez dirak ho taoulagad, roit, me ho ped, da glevout da Faraon ar c'homzoù-mañ: 5 Va zad en deus lakaet ac'hanon da douiñ, o lavarout: Setu, ez an da vervel. Va beziañ a ri er bez am eus prenet e bro Ganaan. Bremañ eta, lez ac'hanon, me az ped, da bignat evit beziañ va zad hag e tistroin goude. 6 Faraon a respontas: Pign da veziañ da dad, evel m'en deus lakaet ac'hanout da douiñ. 7 Jozef a bignas evit beziañ e dad. Gantañ e pignas holl servijerien Faraon, henaourien e di, holl henaourien bro Ejipt, 8 holl di Jozef, e vreudeur ha ti e dad. Ne lezjont e bro C'hoshen nemet o bugale vihan, o deñved hag o ejened. 9 Pignat a reas ivez gantañ kirri ha marc'hegerien, ar strollad a oa gwall vras. 10 Dont a rejont betek leur Atad, en tu all d'ar Jordan, hag e rejont hirvoudoù bras ha dreistmuzul. Jozef a reas evit e dad ur c'hañv a seizh devezh. 11 Annezerien ar vro, ar Gananeiz, o welout ar c'hañv-se e leur Atad, a lavaras: Setu aze ur c'hañv bras e-touez an Ejipsianed! Setu perak eo bet galvet al lec'h Abel-Mizraim. Bez' emañ en tu all d'ar Jordan. 12 Mibien Jakob a reas eta evel-se en e geñver, evel m'en doa gourc'hemennet dezho. 13 E gas a rejont da vro Ganaan hag e sebeilhjont anezhañ e kev park Makpela, a brenas Abraham digant Efron an Hitit evel ul lec'h-bez, hag a zo a-dal da v-Mamre. 14 Goude m'en doa sebeliet Jozef e dad, e tistroas en Ejipt gant e vreudeur ha gant ar re holl a oa pignet gantañ evit beziañ e dad. 15 Breudeur Jozef, o welout e oa marv o zad, a lavaras etrezo: Marteze Jozef en devo kasoni ouzhimp ha ne vanko ket da reiñ deomp an holl zroug hon eus graet dezhañ. 16 Hag e kasjont da lavarout da Jozef: Da dad en deus graet deomp ar gourc'hemenn-mañ a-raok mervel: 17 Komz a reot evel-henn da Jozef: Da bediñ a ran, pardon bremañ da'z preudeur o zorfed hag o fec'hed rak graet o deus droug dit. Da bediñ a ran, pardon bremañ o zorfed da servijerien Doue da dad. Jozef a ouelas pa voe lavaret ar c'homzoù-se. 18 E vreudeur, o vezañ deuet d'e gavout, a stouas dirazañ, hag e lavarjont: Setu, da servijerien emaomp. 19 Jozef a lavaras: N'ho pez ket aon, ha bez' on-me e lec'h Doue? 20 C'hoant ho poa d'ober din droug ha Doue en deus cheñchet kement-se e mad, evit ober ar pezh a welit bremañ ha mirout drezon ar vuhez d'ur bobl vras. 21 N'ho pez ket eta aon bremañ. Me a vago ac'hanoc'h, c'hwi hag ho tiegezhioù. Hag e tic'hlac'haras anezho en ur gomz dezho hervez o c'halon. 22 Jozef a chomas en Ejipt, eñ ha ti e dad, hag e vevas kant dek vloaz. 23 Jozef a welas bugale Efraim betek an deirvet lignez. Bugale Makir mab Manase a voe ivez ganet war daoulin Jozef. 24 Jozef a lavaras d'e vreudeur: Emaon o vont da vervel. Met a-dra-sur, Doue a weladenno ac'hanoc'h hag a lakaio ac'hanoc'h da bignat eus ar vro-mañ d'ar vro en deus touet reiñ da Abraham, da Izaak ha da Jakob. 25 Jozef a reas touiñ mibien Israel hag a lavaras dezho: A-dra-sur, Doue a weladenno ac'hanoc'h ha neuze e kasot va eskern ac'hann. 26 Jozef a varvas, oadet a gant dek vloaz. Balzamet e voe ha lakaet en un arched en Ejipt. |