Geneliezh 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 Diskennidi Adam 1 Setu amañ levr lignez Adam. E deiz ma krouas Doue an den, ober a reas anezhañ en heñveledigezh Doue. 2 Krouiñ a reas anezho den ha denez, bennigañ a reas anezho hag e roas dezho an anv a Adam e deiz ma voent krouet. 3 Adam a vevas kant ha tregont vloaz hag a voe tad da ur mab en e heñveledigezh, hervez e skeudenn, hag e roas dezhañ an anv a Sed. 4 Deizioù Adam, goude ganedigezh Sed, a voe eizh kant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 5 An holl amzer ma vevas Adam a voe eta nav c'hant ha tregont vloaz, neuze e varvas. 6 Sed a vevas kant pemp bloaz hag a voe tad da Enosh. 7 Sed, goude ma voe bet tad da Enosh, a vevas eizh kant seizh vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 8 An holl amzer ma vevas Sed a voe eta nav c'hant daouzek vloaz, neuze e varvas. 9 Enosh a vevas dek vloaz ha pevar-ugent hag a voe tad da Genan. 10 Enosh, goude ma voe bet tad da Genan, a vevas eizh kant pemzek vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 11 An holl amzer ma vevas Enosh a voe eta nav c'hant pemp bloaz, neuze e varvas. 12 Kenan a vevas dek vloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Vahalaleel. 13 Kenan, goude ma voe bet tad da Vahalaleel, a vevas eizh kant ha daou-ugent vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 14 An holl amzer ma vevas Kenan a voe eta nav c'hant dek vloaz, neuze e varvas. 15 Mahalaleel a vevas pemp bloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Jered. 16 Mahalaleel, goude ma voe bet tad da Jered, a vevas eizh kant ha tregont vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 17 An holl amzer ma vevas Mahalaleel a voe eta eizh kant pemzek vloaz ha pevar-ugent, neuze e varvas. 18 Jered a vevas kant daou vloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Enok. 19 Jered, goude ma voe bet tad da Enok, a vevas eizh kant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 20 An holl amzer ma vevas Jered a voe eta nav c'hant daou vloaz ha tri-ugent, neuze e varvas. 21 Enok a vevas pemp bloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Vetushela. 22 Enok a gerzhas gant Doue e-pad tri c'hant vloaz goude ma voe bet tad da Vetushela, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 23 An holl amzer ma vevas Enok a voe eta tri c'hant pemp bloaz ha tri-ugent. 24 Enok a gerzhas eta gant Doue, ha ne voe gwelet mui rak Doue a gemeras anezhañ. 25 Metushela a vevas kant seizh vloaz ha pevar-ugent hag a voe tad da Lemek. 26 Metushela, goude ma voe bet tad da Lemek, a vevas seizh kant daou vloaz ha pevar-ugent, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 27 An holl amzer ma vevas Metushela a voe eta nav c'hant nav bloaz ha tri-ugent, neuze e varvas. 28 Lemek a vevas kant daou vloaz ha pevar-ugent hag a voe tad da ur mab. 29 Gervel a reas anezhañ Noe, en ur lavarout: Hemañ hon dic'hlac'haro eus hol labour hag eus ar boan a ro d'hon daouarn an douar en deus milliget an AOTROU. 30 Lemek, goude ma voe bet tad da Noe, a vevas pemp kant pemzek vloaz ha pevar-ugent, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 31 An holl amzer ma vevas Lemek a voe eta seizh kant seitek vloaz ha tri-ugent, neuze e varvas. 32 Noe a vevas pemp kant vloaz hag a voe tad da Sem, da Cham ha da Jafed. |