Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Geneliezh 47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 47 Tiegezh Jakob e bro C'hoshen

1 Jozef a yeas hag a gomzas da Faraon, o lavarout: Va zad ha va breudeur, gant o deñved hag o ejened ha kement a zo dezho, a zo deuet eus bro Ganaan ha setu, emaint e bro C'hoshen.

2 Kemer a reas pemp den a-douez e vreudeur hag o c'hasas dirak Faraon.

3 Faraon a lavaras d'e vreudeur: Peseurt micher hoc'h eus? Respont a rejont da Faraon: Da servijerien a zo mesaerien, evel ma'z eo bet hon tadoù.

4 Lavarout a rejont da Faraon: Evit chom er vro ez omp deuet, n'eus ken a beuriñ evit loened da servijerien rak an naonegezh a zo bras e bro Ganaan. Lez eta da servijerien da chom e bro C'hoshen.

5 Faraon a gomzas da Jozef, o lavarout: Da dad ha da vreudeur a zo deuet da'z kavout.

6 Bro Ejipt a zo dirazout, laka da dad ha da vreudeur da chom er gwellañ lec'h eus ar vro. Ra chomint e bro C'hoshen, ha mar anavezez e vefe en o zouez tud barrek, laka anezho da bennoù tropelloù war ar pezh a zo din.

7 Neuze Jozef a zegasas Jakob e dad hag a ambrougas anezhañ dirak Faraon. Ha Jakob a vennigas Faraon.

8 Faraon a lavaras da Jakob: Da begement ez a an niver eus deizioù bloavezhioù da vuhez?

9 Jakob a respontas da Faraon: Deizioù bloavezhioù va firc'hirinadenn a zo kant ha tregont vloaz. Deizioù bloavezhioù va buhez a zo bet berr ha fall, n'o deus ket tizhet deizioù bloavezhioù buhez va zadoù en amzer o firc'hirinadennoù.

10 Jakob a vennigas Faraon, ha goude ez eas kuit a-zirak Faraon.

11 Jozef a ziazezas e dad hag e vreudeur hag a roas dezho un dalc'h e bro Ejipt, er gwellañ lec'h eus ar vro, e korn-bro Ramsez, evel m'en doa gourc'hemennet Faraon.

12 Jozef a bourchasas bara d'e dad, d'e vreudeur ha da holl diegezh e dad, hervez niver ar vugale.

13 Ne oa ken a vara en holl vro rak an naonegezh a oa gwall vras. Ha bro Ejipt ha bro Ganaan a oa dinerzhet gant an naonegezh.

14 Jozef a zastumas an holl arc'hant a oa e bro Ejipt hag e bro Ganaan, e trok ouzh an ed a brened. Jozef a gasas an arc'hant-se e ti Faraon.

15 Pa oa aet da hesk an arc'hant e bro Ejipt hag e bro Ganaan, an holl Ejipsianed a zeuas da gavout Jozef, o lavarout: Ro deomp bara! Perak e varvfemp dirazout o vezañ n'eus ken a arc'hant?

16 Jozef a lavaras: Roit ho loened, hag e roin deoc'h e trok ouzh ho loened ma n'hoc'h eus ket a arc'hant ken.

17 Degas a rejont o loened da Jozef, ha Jozef a roas dezho bara e trok ouzh ar c'hezeg, ouzh an tropelloù deñved, ouzh an tropelloù ejened hag ezen. Reiñ a reas dezho bara e trok ouzh o holl dropelloù er bloaz-se.

18 Ar bloaz-se tremenet, e tistrojont ar bloaz war-lerc'h hag e lavarjont: Ne guzhimp ket da'm aotrou penaos an arc'hant a zo aet holl ha penaos an tropelloù loened a zo aet holl da'm aotrou. Ne chom netra dirak va aotrou nemet hor c'horfoù hag hon douaroù.

19 Perak e varvfemp dirak da zaoulagad, ni hag hon douaroù? Pren ac'hanomp, ni hag hon douaroù, evit bara, hag e vimp sklaved da Faraon. Ro deomp peadra da hadañ evit ma vevimp ha na varvimp ket ha na vo ket an douar glac'haret.

20 Jozef a brenas holl zouar an Ejipt da Faraon, rak an Ejipsianed a werzhas pep hini anezho e bark dre ma oa rust an naonegezh. Hag an douar a voe da Faraon.

21 E keñver ar bobl, e lakaas anezho holl da vont er c'hêrioù, adalek ur penn d'an Ejipt betek ur penn all.

22 Douaroù an aberzhourien a oa ar re hepken na brenas ket, rak an aberzhourien o doa ul lodenn merket digant Faraon hag e tebrent al lodenn a roe Faraon dezho. Setu perak ne werzhjont ket o douaroù.

23 Jozef a lavaras d'ar bobl: Ho prenet em eus hiziv, c'hwi hag ho touaroù, da Faraon; setu amañ evidoc'h had, evit ma hadot an douar.

24 En amzer an eost, e root ur bempvedenn da Faraon hag ar peder lodenn all a vo deoc'h evit hadañ ho parkeier, evit ho poued, evit hini tud ho tiegezh hag evit boued d'ho pugale vihan.

25 Lavarout a rejont: Saveteet ec'h eus hor buhez deomp! Ra gavimp trugarez dirak daoulagad hon aotrou hag e vimp sklaved da Faraon.

26 Jozef a reas ul lezenn a gement-se, hag a bad c'hoazh betek hiziv war zouaroù an Ejipt: Ar bempvedenn da Faraon. Ne voe ken nemet douaroù an aberzhourien ne oant ket da Faraon.

27 Israel a chomas e bro Ejipt, e bro C'hoshen, hag e prenjont dalc'hioù; frouezhus e voent hag e kreskjont meurbet.

28 Jakob a vevas seitek vloaz e bro Ejipt. Deizioù bloavezhioù buhez Jakob a voe kant seizh vloaz ha daou-ugent.

29 Pa dostaas deiz marv Israel, e c'halvas e vab Jozef hag e lavaras: Mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed ha diskouez em c'heñver madelezh ha fealded: Da bediñ a ran, na sebeilh ket ac'hanon en Ejipt.

30 Pa vin kousket gant va zadoù, kas ac'hanon eus an Ejipt ha sebeilh ac'hanon en o bez. Eñ a respontas: Me a raio hervez da gomz.

31 Lavarout a reas: Tou din kement-se. Hag e touas kement-se dezhañ. Hag Israel a stouas war benn e wele.

Lean sinn:



Sanasan