Geneliezh 46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 46 Jakob a zeu en Ejipt. E ziskennidi 1 Israel en em lakaas en hent gant kement en doa. Dont a reas da Veer-Sheba hag e kinnigas aberzhoù da Zoue e dad Izaak. 2 Doue a gomzas da Israel en ur weledigezh e-pad an noz hag a lavaras: Jakob! Jakob! Eñ a respontas: Setu-me amañ! 3 Hag e lavaras: Me eo Doue, Doue da dad. Na'z pez ket aon o vont d'an Ejipt, rak da lakaat a rin da zont da vezañ ur vroad vras eno. 4 Ganit e tiskennin en Ejipt hag a-dra-sur e lakain ac'hanout da vont er-maez, ha Jozef a lakaio e zorn war da zaoulagad. 5 Jakob a yeas kuit eus Beer-Sheba; mibien Israel a lakaas Jakob o zad gant o bugale hag o gwragez war ar c'hirri en doa kaset Faraon evit e zougen. 6 Kemer a rejont ivez ganto o loened hag ar madoù o doa dastumet e bro Ganaan. Jakob hag e holl ziskennidi gantañ a zeuas en Ejipt. 7 Kas a reas gantañ en Ejipt e vibien ha mibien e vibien, e verc'hed ha merc'hed e vibien, hag e holl ziskennidi. 8 Setu anvioù mibien Israel a zeuas en Ejipt: Jakob hag e vibien. Ruben kentañ-ganet Jakob. 9 Mibien Ruben: Hanok, Palu, Hezron, Karmi. 10 Mibien Simeon: Jemuel, Jamin, Ohad, Jakin, Zohar, Saol mab ar Gananeadez. 11 Mibien Levi: Gershon, Kehad, Merari. 12 Mibien Juda: Er, Onan, Shela, Perez, Zerak, met Er hag Onan a varvas e bro Ganaan. Mibien Perez a voe Hezron hag Hamul. 13 Mibien Isakar: Tola, Puva, Job, Shimron. 14 Mibien Zabulon: Sered, Elon, Jahleel. 15 Ar re-se eo mibien a c'hanas Lea da Jakob e Paddan-Aram, gant Dina e verc'h. E vibien hag e verc'hed a oa en holl tri den ha tregont. 16 Mibien Gad: Zifjon, Hagi, Shuni, Ezbon, Eri, Arodi, Areli. 17 Mibien Aser: Jimna, Jishva, Jishvi, Beria, ha Serak o c'hoar. Mibien Beria: Heber, Malkiel. 18 Ar re-se eo mibien Zilpa en doa roet Laban da Lea e verc'h; ganet he doa anezho da Jakob: en holl c'hwezek den. 19 Mibien Rachel, gwreg Jakob: Jozef ha Benjamin. 20 Jozef en doe mibien e bro Ejipt, Manase hag Efraim, a c'hanas dezhañ Asnad merc'h Poti-Fera aberzhour On. 21 Mibien Benjamin: Bela, Beker, Ashbel, Gera, Naaman, Ehi, Rosh, Muppim, Huppim, Ard. 22 Ar re-se eo mibien Rachel a c'hanas da Jakob: en holl pevarzek den. 23 Mibien Dan: Hushim. 24 Mibien Neftali: Jahzeel, Guni, Jezer, Shilem. 25 Ar re-se eo mibien Bilha en doa roet Laban da Rachel e verc'h; ganet he doa anezho da Jakob: en holl seizh den. 26 Holl dud Jakob o tont d'an Ejipt gantañ, ganet dioutañ, hep niveriñ gwragez mibien Jakob, a oa c'hwec'h ha tri-ugent. 27 Mibien Jozef, ar re a oa ganet dezhañ en Ejipt, a oa daou zen. Holl dud ti Jakob o tont d'an Ejipt a oa dek ha tri-ugent. 28 Jakob a gasas Juda dirazañ da gavout Jozef evit ma tiskouezje dezhañ hent Goshen. Dont a rejont eta da vro C'hoshen. 29 Jozef a stagas e garr hag a yeas da ziaraogiñ Israel e dad betek Goshen. Pa welas anezhañ, en em daolas d'e c'houzoug hag e ouelas pell war e c'houzoug. 30 Israel a lavaras da Jozef: Ra varvin bremañ, pa em eus gwelet da zremm ha pa vevez c'hoazh! 31 Jozef a lavaras d'e vreudeur ha da diegezh e dad: Pignat a rin da gomz da Faraon hag e lavarin dezhañ: Va breudeur ha tiegezh va zad, ar re a oa e bro Ganaan, a zo deuet da'm c'havout. 32 An dud-se a zo mesaerien, rak n'o deus graet dalc'hmat nemet magañ loened; degaset o deus ganto o deñved, o ejened, ha kement a oa dezho. 33 Pa viot galvet gant Faraon hag e lavaro: Peseurt micher hoc'h eus? 34 e lavarot: Da servijerien o deus maget dalc'hmat loened abaoe hon yaouankiz betek bremañ, ni hag hon tadoù. Evel-se e chomot e bro C'hoshen, rak an Ejipsianed o deus euzh ouzh an holl vesaerien. |