Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Geneliezh 45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 45 Jozef en em ro da anavezout hag a gas e vreudeur da gerc'hat Jakob

1 Jozef ne c'helle ket ken en em zerc'hel dirak ar re holl a oa eno, hag e krias: Kasit an holl er-maez! Ha den ne chomas gant Jozef pa en em roas da anavezout d'e vreudeur.

2 Sevel a reas e vouezh en ur ouelañ. An Ejipsianed en klevas ha ti Faraon en klevas.

3 Jozef a lavaras d'e vreudeur: Me eo Jozef! Va zad, ha bev eo c'hoazh? Met e vreudeur ne c'hellent ket respont dezhañ rak spontet e oant dirazañ.

4 Jozef a lavaras d'e vreudeur: Tostait eta ouzhin. Hag e tostajont. Lavarout a reas: Me eo Jozef ho preur, an hini hoc'h eus gwerzhet evit bezañ kaset d'an Ejipt.

5 Bremañ n'en em c'hlac'harit ket ha n'ho pet ket keuz eus ma hoc'h eus gwerzhet ac'hanon evit bezañ degaset amañ, rak evit mirout ho puhez eo en deus va c'haset Doue en ho raok.

6 Abaoe daou vloaz ez eus naonegezh e-barzh ar vro hag e-pad pemp bloaz c'hoazh ne vo nag arat nag eost.

7 Doue en deus va c'haset en ho raok evit mirout evidoc'h ul lec'h war an douar hag evit reiñ deoc'h da vevañ dre un dieubidigezh vras.

8 Bremañ, n'eo ket c'hwi am c'hasas amañ met Doue eo. Lakaet en deus ac'hanon da vezañ tad da Faraon, aotrou war e holl di ha gouarnour war holl vro Ejipt.

9 Hastit pignat da gavout va zad ha lavarit dezhañ: Evel-henn a lavar da vab Jozef: Doue en deus va lakaet aotrou war an Ejipt holl, deus eta da'm c'havout ha na zale ket.

10 Chom a ri e bro C'hoshen hag e vi tost din, te, da vugale, bugale da vugale, da zeñved ha da ejened ha kement a zo dit.

11 Me az mago eno rak pemp bloavezh a naonegezh a vo c'hoazh, gant aon na zeufes paouroc'h-paourañ, te, da di ha kement a zo dit.

12 Setu, e welit gant ho taoulagad ha Benjamin va breur a wel ivez gant e zaoulagad ez eo va genoù a gomz ouzhoc'h.

13 Lavarit da'm zad va holl c'hloar en Ejipt ha kement hoc'h eus gwelet, hag hastit degas va zad amañ.

14 Neuze en em daolas ouzh gouzoug Benjamin e vreur, hag e ouelas. Benjamin a ouelas war e c'houzoug.

15 Pokat a reas d'e holl vreudeur en ur ouelañ. Goude kement-se, e vreudeur a gomzas gantañ.

16 Ar vrud en em skuilhas e ti Faraon: Breudeur Jozef a zo deuet. Kement-se a blijas da Faraon ha d'e servijerien.

17 Faraon a lavaras da Jozef: Lavar da'z preudeur: Grit kement-mañ: Sammit ho loened hag it, distroit da vro Ganaan,

18 kemerit ho tad hag ho tiegezhioù ha deuit da'm c'havout, hag e roin deoc'h ar gwellañ eus bro Ejipt, hag e tebrot eus druzoni an douar.

19 Bremañ, resev an urzh da lavarout dezho: Grit kement-mañ: Kemerit e bro Ejipt kirri evit ho pugale hag ho kwragez, degasit ho tad ha deuit.

20 N'ho pet ket keuz d'ho traoù, rak ar gwellañ eus bro Ejipt a vo deoc'h.

21 Mibien Israel a reas kement-se. Jozef a roas dezho kirri hervez urzh Faraon, hag e roas dezho pourvezioù evit an hent.

22 Reiñ a reas dilhad fresk dezho holl, ha da Venjamin e roas tri c'hant pezh arc'hant ha pemp dilhad fresk.

23 Kas a reas ivez d'e dad dek azen sammet eus ar pezh a oa gwellañ en Ejipt, ha dek azenez sammet a winizh, a vara hag a bourvezioù evit e dad e-pad ar veaj.

24 Kas a reas eta e vreudeur kuit, ha pa'z ejont e lavaras dezho: Na dabutit ket en hent.

25 O vezañ pignet eus an Ejipt, e teujont da vro Ganaan, da gavout Jakob o zad.

26 Lavarout a rejont: Jozef a zo bev c'hoazh ha zoken eñ eo gouarnour war holl vro Ejipt. Met e galon a chomas yen rak n'o c'hredas ket.

27 Lavarout a rejont an holl gomzoù en doa lavaret Jozef. Hag e welas ar c'hirri en doa degaset Jozef evit e zougen, ha spered Jakob o zad a advevas.

28 Israel a lavaras: A-walc'h eo! Jozef va mab a zo bev c'hoazh. Mont a rin hag e welin anezhañ kent ma varvin.

Lean sinn:



Sanasan