Geneliezh 44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 44 Jozef a laka e hanaf e sac'h Benjamin 1 Neuze e roas urzh da vestr e di, o lavarout: Leugn seier an dud-se a voued, kement ha ma c'hellont dougen, ha laka arc'hant pep hini e genoù e sac'h. 2 Hag e lakai va hanaf, an hanaf arc'hant, e genoù sac'h an hini yaouankañ, gant arc'hant e winizh. Hag e reas evel m'en doa lavaret Jozef. 3 Ar beure, kerkent ha ma oa deiz, e voe kaset an dud-se kuit gant o ezen. 4 Pa oant aet eus kêr, a-raok ma oant pell, Jozef a lavaras da vestr e di: Sav, kae war-lerc'h an dud-se ha pa'z po tapet anezho, e lavari dezho: Perak hoc'h eus rentet an droug evit ar mad? 5 An dra-se, ha n'eo ket ennañ ec'h ev va mestr ha n'eo ket gantañ e tivin? Graet hoc'h eus un dra fall. 6 Hag e tapas anezho hag e lavaras ar c'homzoù-se. 7 Respont a rejont dezhañ: Perak e komz va mestr evel-se? Pell diouzh da servijerien ar soñj d'ober un hevelep tra. 8 Setu, degaset hon eus dit eus bro Ganaan an arc'hant hor boa kavet e genoù hor seier. Penaos hor bije laeret eta eus ti da vestr arc'hant hag aour? 9 Ra varvo an hini eus da servijerien a vo kavet-se gantañ ha ra vimp-ni sklaved eus va mestr! 10 Lavarout a reas: Ac'hanta! Ra vo graet hervez ho komzoù: an hini a vo kavet-se gantañ a vo va sklav ha c'hwi a vo didamall. 11 Hag e hastas lakaat pep hini anezho e sac'h war an douar hag e tigoras pep hini anezho e sac'h. 12 Hag e furchas anezho, o kregiñ gant an hini henañ hag oc'h echuiñ gant an hini yaouankañ, hag an hanaf a voe kavet e sac'h Benjamin. 13 Neuze e rogjont o dilhad, pep hini a adsammas e azen hag a zistroas e kêr. 14 Juda gant e vreudeur a zeuas da di Jozef hag e oa c'hoazh eno. Hag e stoujont d'an douar dirazañ. 15 Jozef a lavaras: Peseurt tra hoc'h eus graet? Ha ne ouiec'h ket penaos un den eveldon a c'hell divinout? 16 Juda a respontas: Petra a lavarimp da'm aotrou? Penaos e komzimp? Penaos en em reishaimp? Doue en deus kavet direizhder da servijerien. Setu, ni a zo sklaved da'm aotrou, ken ni evel an hini a zo bet kavet an hanaf etre e zaouarn. 17 Eñ a lavaras: Pell diouzhimp ar soñj d'ober evel-se! An den a zo bet kavet an hanaf etre e zaouarn a vo va sklav, met c'hwi, adpignit e peoc'h etrezek ho tad. 18 Neuze Juda a dostaas outañ hag a lavaras: Me az ped, va aotrou! Ra lavaro da servijer ur ger ez skouarn, me az ped, va aotrou, ha ra n'entano ket da fulor a-enep da servijer, rak te a zo evel Faraon. 19 Va aotrou a reas goulennoù ouzh e servijerien, o lavarout: Ha bez' hoc'h eus tad pe vreur? 20 Respontet hon eus da'm aotrou: Ni hon eus un tad war an oad hag ur bugel yaouank dezhañ a zo bet ganet dezhañ en e gozhni. E vreur a zo marv hag hemañ a zo chomet e-unan eus e vamm, hag e dad a gar anezhañ. 21 Lavaret ez poa da'z servijerien: Lakait anezhañ da ziskenn da'm c'havout ma welin anezhañ gant va daoulagad. 22 Lavaret hon eus da'm aotrou: Ar bugel ne c'hell ket kuitaat e dad, mar kuita anezhañ, e dad a varvo. 23 Lavaret ez poa da'z servijerien: Ma ne ziskenn ket ho preur ganeoc'h, ne welot ken va dremm. 24 Pa voemp pignet da gavout da servijer va zad, e lavarjomp dezhañ komzoù va aotrou. 25 Hon tad a lavaras: Distroit da brenañ boued deomp. 26 Lavarout a rejomp: Ne c'hellomp ket mont di. Met mar bez hor breur yaouankañ ganeomp, e tiskennimp, rak ne c'hellomp ket gwelout dremm an den-se ma n'eo ket hor breur yaouankañ ganeomp. 27 Da servijer va zad a lavaras deomp: Gouzout a rit penaos he deus ganet va gwreg daou vab din. 28 Unan a zo aet kuit diganin hag em boa lavaret: A-dra-sur drailhet eo bet, rak ne'm eus ket adwelet anezhañ betek bremañ. 29 Mar lamit ivez hemañ diganin ha mar en em gav gwalleur gantañ, e lakaiot va blev gwenn da ziskenn gant glac'har e lec'h ar marv. 30 Bremañ, pa zeuin da gavout da servijer va zad, ma n'emañ ket ar bugel ganeomp, an hini ma'z eo e ene ereet d'e ene, 31 e c'hoarvezo penaos adalek ma ne welo ket ar bugel ganeomp e varvo. Ha da servijerien a lakaio da ziskenn gant glac'har blev gwenn da servijer hon tad e lec'h ar marv. 32 Rak da servijer a oa kret evit ar bugel o kemer anezhañ digant va zad hag en deus lavaret: Ma ne gasan ket anezhañ dit, e vin kablus e-keñver va zad da viken. 33 Bremañ eta, ra chomo da servijer, me az ped, sklav da'm aotrou e-lec'h ar bugel ha ma pigno hemañ gant e vreur. 34 Rak penaos e pignfen da gavout va zad ma n'emañ ket ar bugel ganin? O! Gant na welin ket glac'har va zad! |