Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Geneliezh 41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 41 Huñvreoù Faraon; Jozef gouarnour en Ejipt

1 A-benn daou vloaz e c'hoarvezas m'en doe Faraon un huñvre. Setu, en em zalc'he tost d'ar stêr.

2 Ha setu, e pignas seizh buoc'h kaer da welout ha lart eus ar stêr, hag e peurjont er prad.

3 Ha setu, seizh buoc'h all fall da welout ha treut a bignas eus ar stêr en o goude, hag en em zalc'hjont e-kichen ar re all war vord ar stêr.

4 Ar buoc'hed fall da welout ha treut a zebras ar seizh buoc'h kaer da welout ha lart. Ha Faraon a zihunas.

5 Hag e kouskas hag ec'h huñvreas un eil gwech. Setu, seizh tañvouezenn druz ha brav a vountas war un hevelep korzenn.

6 Ha seizh tañvouezenn treut ha devet gant avel ar sav-heol a greskas en o goude.

7 An tañvouezennoù treut a lonkas ar seizh tañvouezenn druz ha leun. Ha Faraon a zihunas. Setu an huñvre.

8 Diouzh ar beure, e spered a voe strafuilhet hag e kasas da c'hervel holl hudourien hag holl re fur an Ejipt. Faraon a lavaras e huñvreoù met ne oa den evit o displegañ dezhañ.

9 Neuze an hanafer bras a gomzas da Faraon, o lavarout: Emaon o vont da eñvoriñ hiziv va mankoù.

10 Faraon en em lakaas droug ennañ a-enep e servijerien hag a lakaas ac'hanon en toull-bac'h, e ti penn ar warded, me hag ar baraer bras.

11 Neuze hor boe, eñ ha me, un huñvre en un hevelep nozvezh. Huñvreal a rejomp, pep hini e huñvre da zisplegañ dezhañ.

12 Eno ganeomp e oa un den yaouank hebreat, servijer penn ar warded, hag e lavarjomp dezhañ hon huñvreoù hag o displegas deomp. Reiñ a reas da bep hini un displegadenn hervez e huñvre.

13 An traoù a zo en em gavet evel m'en doa o displeget, adlakaet on bet em c'harg hag eñ a voe krouget.

14 Faraon a gasas da c'hervel Jozef, a oa lakaet buan er-maez eus an toull-bac'h. Aotennet e oa, lakaet e oa da cheñch e zilhad, hag e teuas da gavout Faraon.

15 Faraon a lavaras da Jozef: Un huñvre am eus graet ha n'eus den ebet da reiñ an displegadenn anezhi. Klevet em eus lavarout e tisplegez un huñvre pa glevez anezhi.

16 Jozef a respontas da Faraon, o lavarout: N'eo ket me, Doue eo a roio da Faraon ur respont a beoc'h.

17 Faraon a lavaras da Jozef: Em huñvre, setu, en em zalc'hen war vord ar stêr.

18 Ha setu, eus ar stêr e pignas seizh buoc'h lart ha kaer da welout, hag e peurjont er prad.

19 Ha setu, seizh buoc'h all a bignas en o goude, dister, fall-meurbet da welout ha treut, n'em boa biskoazh gwelet reoù all ken vil en holl vro Ejipt.

20 Ar buoc'hed treut ha fall da welout a zebras ar seizh buoc'h lart kentañ.

21 Mont a rejont en o c'hof hep na seblantjent bezañ aet ennañ, hag e oant ken fall da welout ha diagent. Neuze e tihunis.

22 Gwelout a ris c'hoazh, oc'h huñvreal, seizh tañvouezenn leun ha brav a vountas war un hevelep korzenn.

23 Ha seizh tañvouezenn disec'h, treut ha devet gant avel ar sav-heol a greskas en o goude.

24 An tañvouezennoù treut a lonkas ar seizh tañvouezenn brav. Lavaret em eus kement-se d'an hudourien, met hini anezho n'en displeg din.

25 Jozef a lavaras da Faraon: Ar pezh en deus gwelet Faraon en e huñvre a zo un dra hepken, Doue en deus disklêriet da Faraon ar pezh ez a d'ober.

26 Ar seizh buoc'h vrav a zo seizh vloaz hag ar seizh tañvouezenn vrav a zo seizh vloaz: un hevelep huñvre eo.

27 Ar seizh buoc'h treut ha fall da welout a bignas goude ar re-se a zo seizh vloaz. Hag ar seizh tañvouezenn c'houllo ha devet gant avel ar sav-heol a vo seizh vloaz a naonegezh.

28 Kement-se am eus lavaret da Faraon: Doue en deus roet da anavezout da Faraon ar pezh ez a d'ober.

29 Setu ez a d'en em gavout seizh vloaz a fonnder en holl vro Ejipt.

30 Hag e teuio seizh vloaz a naonegezh en o goude hag an holl fonnder-se a vo ankounac'haet e bro Ejipt, hag an naonegezh a guzumo ar vro.

31 Ar fonnder n'en em ziskouezo ken er vro abalamour d'an naonegezh a zeuio goude, rak gwall vras e vo.

32 Ha diwar-benn ma'z eo an huñvre en em roet div wech da Faraon, eo abalamour ma'z eo kement-se divizet gant Doue, ha pres 'zo gant Doue henn ober.

33 Bremañ, ra zibabo Faraon un den skiantek ha fur ha ra lakaio anezhañ war vro Ejipt.

34 Ra lakaio eta Faraon kefridiourien war ar vro ha ra dailhint ar bempvedenn diwar vro Ejipt e-pad ar seizh bloavezh a fonnder,

35 ra zastumint an holl vevañs eus ar bloavezhioù mat a zeuio bremañ, dindan urzh Faraon ra zaspugnint gwinizh ha bevañs er c'hêrioù ha ra o diwallint.

36 Ar bevañs-se a vo a-du evit ar vro, evit ar seizh bloavezh a naonegezh a zeuio e bro Ejipt, evit na vo ket ar vro kuzumet gant an naonegezh.

37 Ar c'homzoù-se a blijas da Faraon ha d'e holl servijerien.

38 Faraon a lavaras d'e servijerien: Ha kavout a rafen un den evel hemañ, un den en deus spered Doue ennañ?

39 Ha Faraon a lavaras da Jozef: P'en deus roet Doue dit da anavezout kement-mañ, n'eus den skiantek ha fur eveldout.

40 Te eo a vo mestr war va zi, ha va holl bobl a sento ouzh da c'henoù. Brasoc'h e vin hepken egedout dre an tron.

41 Faraon a lavaras da Jozef: Sell, da lakaat a ran da vestr war holl vro Ejipt.

42 Faraon a lamas e walenn diwar e zorn hag he lakaas ouzh dorn Jozef. Hag e wiskas anezhañ gant dilhad lin fin, hag e lakaas ur gelc'henn aour en-dro d'e c'houzoug.

43 En lakaas da bignat war e eil karr, hag e veze kriet a-raok dezhañ: D'an daoulin! En lakaas da vestr war holl vro Ejipt.

44 Faraon a lavaras da Jozef: Me eo Faraon! Hepdout den ne savo e zorn pe e droad en holl vro Ejipt.

45 Faraon a c'halvas Jozef Zafnad-Paneak hag a roas dezhañ Asnad merc'h Poti-Fera aberzhour On da wreg. Ha Jozef a yeas da weladenniñ bro Ejipt.

46 Jozef a oa oadet a dregont vloaz pa en em zalc'has dirak Faraon roue Ejipt. Jozef eta a yeas kuit a-zirak Faraon hag a redas holl vro Ejipt.

47 An douar a roas gant fonnder e-pad ar seizh bloavezh a leunder.

48 Jozef a zastumas an holl vevañs eus ar seizh bloavezh-se e bro Ejipt hag a lakaas ar bevañs er c'hêrioù. Lakaat a reas e pep kêr ar bevañs eus an douaroù a-ziwar-dro.

49 Jozef a zastumas un niver ken bras a winizh ma oa evel traezh ar mor, kement ken na gonted ken anezhañ dre ma ne oa ken niver evit kontañ.

50 A-raok n'en em gavas ar bloavezhioù a naonegezh, e c'hanas da Jozef daou vab, ganet dezhañ gant Asnad merc'h Poti-Fera aberzhour On.

51 Jozef a c'halvas ar c'hentañ-ganet Manase rak Doue, emezañ, en deus roet din da ankounac'haat va holl boan hag holl di va zad.

52 Hag e c'halvas an eil Efraim rak Doue, emezañ, en deus va rentet frouezhus e bro va glac'har.

53 Neuze ec'h echuas ar seizh bloavezh a leunder a voe e bro Ejipt.

54 Ar seizh bloavezh a naonegezh a zeuas, evel m'en doa lavaret Jozef. An naonegezh a voe en holl vroioù met en holl vro Ejipt e voe bara.

55 Pa voe holl vro Ejipt en naonegezh, ar bobl a grias da Faraon evit kaout bara. Faraon a respontas d'an holl Ejipsianed: It da gavout Jozef ha grit ar pezh a lavaro deoc'h.

56 An naonegezh a voe eta war holl c'horre ar vro, ha Jozef a zigoras an holl c'hrignoloù hag a werzhas d'an Ejipsianed. An naonegezh a oa bras e bro Ejipt.

57 Hag eus an holl vroioù e teued d'an Ejipt da brenañ gwinizh digant Jozef, rak an naonegezh a oa bras war an douar holl.

Lean sinn:



Sanasan