Geneliezh 40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 40 Huñvreoù eus hanafer ha baraer ar roue 1 Goude an traoù-mañ, e c'hoarvezas penaos hanafer ha baraer roue an Ejipt a feukas o mestr roue an Ejipt. 2 Faraon a fuloras a-enep e zaou ofiser, a-enep an hanafer bras hag ar baraer bras, 3 hag a lakaas anezho e ti penn ar warded, en toull-bac'h, e-lec'h ma voe dalc'het Jozef. 4 Penn ar warded o lakaas etre daouarn Jozef hag e servije anezho. Hag e voent un nebeud amzer en toull-bac'h. 5 O-daou o doe un huñvre, pep hini e hini, en hevelep nozvezh, pep hini e huñvre da zisplegañ dezhañ, kenkoulz an hanafer evel baraer roue an Ejipt, ar re a oa dalc'het en toull-bac'h. 6 Jozef, o tont d'o c'havout diouzh ar beure, a sellas outo ha setu, e oant trist. 7 Hag e reas goulennoù digant ofiserien Faraon a oa gantañ en toull-bac'h e-barzh ti e vestr, o lavarout dezho: Perak emaoc'h trist hiziv? 8 Lavarout a rejont: Un huñvre hon eus bet ha n'eus den d'he displegañ. Jozef a lavaras: An displegadennoù, ha n'int ket da Zoue? Kontit din, me ho ped. 9 An hanafer bras a gontas e huñvre da Jozef evel-se: Huñvreal a raen ha setu, ur winienn a oa dirazon, 10 hag ar winienn-se he doa tri brank. War a seblant e vountas, he bleunioù a zeuas er-maez hag he blokadoù a roas rezin darev. 11 Hanaf Faraon a oa em dorn. Hag e kemeris ar rezin, e waskis anezho en hanaf Faraon hag e lakais an hanaf e dorn Faraon. 12 Jozef a lavaras: Setu amañ an displegadenn: An tri brank a zo tri devezh. 13 A-benn tri devezh Faraon a savo da benn hag a adlakaio ac'hanout ez karg. Lakaat a ri hanaf Faraon en e zorn evel ma raes diagent pa oas e hanafer. 14 Met az pez soñj ac'hanon pa vi eürus ha diskouez da vadelezh em c'heñver, me az ped. Komz ac'hanon da Faraon ha laka ac'hanon da vont er-maez eus an ti-mañ. 15 Rak a-dra-sur, me a zo bet laeret eus bro an Hebreed, hag amañ kennebeut ne'm eus graet netra evit bezañ lakaet en toull-mañ. 16 Ar baraer bras, o welout en doa roet Jozef un displegadenn ken brav, a lavaras dezhañ: Me ivez a huñvree ha setu, em boa teir fanerad bara gwenn war va fenn. 17 Er baner uhelañ e oa evit Faraon meuzioù a bep seurt graet gant ur baraer hag al laboused o debre er baner a oa war va fenn. 18 Jozef a respontas hag a lavaras: Setu amañ an displegadenn: An teir faner a zo tri devezh. 19 A-benn tri devezh Faraon a savo da benn diwarnout hag a grougo ac'hanout ouzh ur c'hoad, hag al laboused a zebro da gig diwarnout. 20 An trede deiz, deiz-ha-bloaz Faraon, e reas ur fest d'e holl servijerien hag e savas penn an hanafer bras ha penn ar baraer bras e-kreiz e servijerien. 21 Adlakaat a reas an hanafer bras en e garg a hanafer evit ma lakaje an hanaf e-barzh dorn Faraon, 22 hag e krougas ar baraer bras evel m'en doa displeget Jozef dezho. 23 An hanafer bras n'en doe ket soñj eus Jozef, hag e ankounac'haas anezhañ. |