Geneliezh 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 4 Kain hag Abel 1 Adam a anavezas Eva e wreg. Houmañ a zeuas brazez hag a c'hanas Kain, hag e lavaras: Un den am eus bet gant sikour an AOTROU. 2 Genel a reas c'hoazh e vreur Abel. Abel a voe mesaer ha Kain a voe labourer. 3 A-benn un nebeud amzer, Kain a ginnigas frouezh eus an douar e prof d'an AOTROU, 4 hag Abel a ginnigas ivez eus ar re gentañ-ganet eus e dropell hag eus o lard. An AOTROU en doe evezh ouzh Abel hag ouzh e brof, 5 met ne reas van ebet eus Kain nag eus e brof. Kain a voe gwall fuloret, hag e zremm a voe goeñvet. 6 Hag an AOTROU a lavaras da Gain: Perak out fuloret, perak eo da zremm goeñvet? 7 Ma rez mat, ha ne adsavi ket? Met ma ne rez ket mat, ar pec'hed a zo gourvezet ouzh an nor, hag e c'hoant a zo troet war-zu ennout. Ret eo dit ren warnañ. 8 Ha Kain a gomzas da Abel e vreur. Evel ma oant er parkeier, Kain en em savas a-enep Abel e vreur hag en lazhas. 9 An AOTROU a lavaras da Gain: Pelec'h emañ Abel da vreur? Hemañ a respontas: N'ouzon ket, ha bez' on-me diwaller va breur? 10 Hag e lavaras: Petra ac'h eus graet? Mouezh gwad da vreur a gri eus an douar betek ennon. 11 Bremañ e vi milliget gant an douar en deus digoret e c'henou evit degemer eus da zorn gwad da vreur. 12 Pa labouri an douar, ne roio ken dit e frouezh. Ur c'hantreer hag un tec'her e vi war an douar. 13 Kain a lavaras d'an AOTROU: Va foan a zo re vras evit bezañ douget. 14 Setu, ec'h eus va argaset hiziv eus an douar-mañ hag e vin kuzhet pell diouzh da zremm. Bez' e vin ur c'hantreer hag un tec'her war an douar, hag en em gavo penaos piv bennak am c'havo am lazho. 15 An AOTROU a lavaras: Mar lazh unan bennak Kain, Kain a vo veñjet seizh gwech. Hag an AOTROU a lakaas ur merk war Gain abalamour ma kavje piv bennak anezhañ n'en lazhje ket. 16 Neuze Kain a yeas kuit a-zirak an AOTROU hag a chomas e bro Nod, e sav-heol Eden. 17 Kain a anavezas e wreg. Houmañ a goñsevas hag a c'hanas Enok. Hag e savas ur gêr a c'halvas Enok, eus anv e vab. 18 Enok a voe tad da Irad, Irad a voe tad da Vehujael, Mehujael a voe tad da Vetushael, Metushael a voe tad da Lemek. 19 Lemek a gemeras div wreg: anv unan a oa Ada, anv eben Zilha. 20 Ada a c'hanas Jabal. Tad e voe d'ar re a zo o chom en teltennoù hag e-kichen an tropelloù. 21 Anv e vreur a oa Jubal. Tad e voe d'ar re holl a c'hoari eus an delenn hag an ograoù. 22 Zilha ivez a c'hanas Tubalkain, an hini a vorzholie pep seurt binvioù lemm a arem hag a houarn. C'hoar Tubalkain a voe Naama. 23 Lemek a lavaras d'e wragez: Ada ha Zilha, selaouit va mouezh gwragez Lemek, roit skouarn da'm c'homz: Ya, lazhet em eus un den evit va gloazadenn hag un den yaouank evit va bronduenn. 24 Rak mard eo veñjet Kain seizh gwech, Lemek a vo seitek gwech ha tri-ugent. 25 Adam a anavezas c'hoazh e wreg. Houmañ a c'hanas ur mab hag a c'halvas anezhañ Sed, rak Doue, emezi, en deus roet din ur mab all e-lec'h Abel a zo bet lazhet gant Kain. 26 Sed a voe tad ivez d'ur mab hag a c'halvas anezhañ Enosh. Neuze eo en em lakaed da c'hervel anv an AOTROU. |