Geneliezh 39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 39 Jozef ha gwreg Potifar 1 Jozef a voe kaset en Ejipt, ha Potifar, ofiser Faraon ha penn e warded, den Ejipsian, a brenas anezhañ digant an Ismaeliz o doa e zegaset. 2 An AOTROU a voe gant Jozef, hag e rae berzh. Edo e ti e vestr an Ejipsian. 3 E vestr a welas penaos e oa an AOTROU gantañ ha penaos e lakae an AOTROU da ober berzh dre e zaouarn kement a rae. 4 Jozef a gavas trugarez dirak e zaoulagad hag a servijas anezhañ. Lakaet e voe da vestr war e di, ha kement en doa a voe etre e zaouarn. 5 Abaoe ma en doa e lakaet da vestr war e di ha war gement en doa, an AOTROU a vennigas ti an Ejipsian abalamour da Jozef. Ha bennozh an AOTROU a voe war gement en doa en ti hag er parkeier. 6 Hag e lezas etre daouarn Jozef kement en doa, ha ne gemere anaoudegezh eus netra gantañ nemet eus ar boued a zebre. Jozef a oa kaer a vent ha kaer a zremm. 7 Goude an traoù-mañ, e c'hoarvezas ma taolas gwreg e vestr he daoulagad war Jozef hag e lavaras: Kousk ganin. 8 Met eñ ne reas ket hag a lavaras da wreg e vestr: Setu, va mestr ne gemer ganin anaoudegezh ebet eus ar pezh a zo en ti hag en deus lakaet etre va daouarn kement a zo dezhañ. 9 Den n'eo uheloc'h en ti-mañ egedon ha n'en deus difennet ouzhin stekiñ ouzh tra ebet nemet ouzhit-te, dre ma'z out e wreg. Penaos e rafen un droug ken bras hag e pec'hfen a-enep Doue? 10 Daoust ma komze bemdez da Jozef, ne fellas ket dezhañ he selaou evit kousket ganti na bezañ ganti. 11 C'hoarvezout a reas un devezh ma teuas en ti d'ober e labour ha ne voe eno den eus tud an tiegezh. 12 Hi a grogas ennañ dre e zilhad, o lavarout: Kousk ganin! Met lezel a reas e zilhad etre he daouarn hag e tec'has kuit er-maez. 13 Adalek ma welas penaos en doa lezet e zilhad etre he daouarn da dec'hout kuit er-maez, 14 e c'halvas tud he zi hag e komzas dezho, o lavarout: Gwelit, degaset eo bet deomp un Hebread evit touellañ ac'hanomp. Deuet eo davedon da gousket ganin, met kriet em eus a-vouezh uhel. 15 Adalek m'en deus va c'hlevet o sevel va mouezh hag o krial, en deus lezet e zilhad em c'hichen hag eo tec'het kuit er-maez. 16 Hag e lakaas dilhad Jozef en he c'hichen betek ma teuas he mestr d'ar gêr. 17 Neuze e lavaras an hevelep komzoù evel-henn: Ar sklav hebreat ac'h eus degaset a zo deuet davedon evit va zromplañ. 18 Met evel ma em eus savet va mouezh ha ma em eus kriet, en deus lezet e zilhad em c'hichen hag eo tec'het kuit er-maez. 19 Adalek m'en doe mestr Jozef klevet komzoù e wreg a lavare: Setu aze ar pezh en deus graet da sklav din! e tanas e gounnar. 20 Mestr Jozef en kemeras hag a lakaas anezhañ en toull-bac'h, e-lec'h ma veze dalc'het prizonidi ar roue. Eno e voe eta, en toull-bac'h. 21 Met an AOTROU a voe gant Jozef, hag ec'h astennas e vadelezh warnañ. Lakaat a reas anezhañ da gavout trugarez dirak daoulagad penn an toull-bac'h. 22 Penn an toull-bac'h a lakaas etre daouarn Jozef an holl brizonidi a oa en toull-bac'h, ha kement a oa graet eno a veze graet drezañ. 23 Penn an toull-bac'h ne adwele netra eus ar pezh en doa Jozef etre e zaouarn, abalamour ma oa an AOTROU gantañ ha ma lakae da ober berzh kement a rae. |