Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Geneliezh 37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 37 Jozef gwerzhet gant e vreudeur

1 Jakob a chomas e bro Ganaan, e-lec'h ma oa bet e dad o chom.

2 Setu amañ lignez Jakob. Jozef, oadet a seitek vloaz, a vesae al loened gant e vreudeur. Ar bugel a oa e-kichen mibien Bilha ha mibien Zilpa, gwragez e dad. Ha Jozef a zegase d'e dad o c'homzoù fall.

3 Israel a gare Jozef muioc'h eget e holl vibien all, rak mab e gozhni e oa, hag e reas dezhañ un doneg a veur a liv.

4 E vreudeur, o welout penaos e kare e dad anezhañ muioc'h eget e holl vreudeur, a gasae anezhañ, ha ne c'hellent ken komz outañ e peoc'h.

5 Jozef en doe un huñvre hag he roas da anavezout d'e vreudeur; hag e kasajont anezhañ c'hoazh muioc'h.

6 Lavarout a reas: Selaouit, me ho ped, an huñvre am eus bet.

7 Edomp oc'h endrammañ e-kreiz ar parkeier. Setu, va feskenn a savas hag en em zalc'has en e sav, ha neuze ho feskennoù a zeuas en-dro dezhi hag a stouas dirazi.

8 E vreudeur a lavaras: Ha ren a ri eta warnomp? Pe hor gouarn a ri? Hag e kasajont anezhañ c'hoazh muioc'h en abeg d'e huñvreoù ha d'e gomzoù.

9 C'hoazh en doe un huñvre all hag e kontas anezhi d'e vreudeur. Lavarout a reas: Bet em eus c'hoazh un huñvre. Setu, an heol, al loar hag unnek steredenn a stoue dirazon.

10 Lavarout a reas kement-se d'e dad ha d'e vreudeur. E dad a c'hourdrouzas anezhañ hag a lavaras: Petra' c'hell bezañ an huñvre-se ac'h eus bet? Ha ret e vo ma teuimp, me, da vamm ha da vreudeur, da stouiñ d'an douar dirazout?

11 E vreudeur o doa gwarizi outañ, met e dad a zalc'has an traoù-mañ.

12 E vreudeur a yeas da vesa loened o zad da Sichem.

13 Israel a lavaras da Jozef: Da vreudeur, ha ne vesaont ket al loened e Sichem? Deus, ma kasin ac'hanout d'o c'havout. Hag e respontas: Setu-me amañ!

14 Lavarout a reas: Kae eta, gwel penaos emañ da vreudeur ha penaos emañ al loened, ha degas din keloù anezho. Kas a reas anezhañ da draonienn Hebron, ha Jozef a zeuas da Sichem.

15 Un den en kavas o redek dre ar parkeier, hag an den-se a reas goulennoù outañ hag a lavaras: Petra a glaskez?

16 Respont a reas: Klask a ran va breudeur, lavar din, me az ped, pelec'h e vesaont.

17 An den a lavaras: Aet int ac'hann, rak klevet em eus anezho o lavarout: Eomp da z-Dotan. Jozef a yeas eta war-lerc'h e vreudeur hag o c'havas e Dotan.

18 O welout anezhañ a-bell, a-raok ma voe erru tost dezho, e kuzuilhjont a-enep dezhañ evit e lazhañ.

19 Lavarout a rejont an eil d'egile: Setu, emañ an huñvreer o tont.

20 Bremañ eta, deuit, lazhomp anezhañ ha taolomp eñ en ur puñs bennak, hag e lavarimp en devo debret anezhañ ul loen gouez. Hag e welimp petra a zeuio da vezañ e huñvreoù.

21 Ruben a glevas kement-se hag a dennas anezhañ eus o daouarn. Lavarout a reas: Na lamomp ket e vuhez digantañ.

22 Ruben a lavaras: Na skuilhit ket gwad, taolit anezhañ er puñs-glav-se a zo er gouelec'h ha na lakait ket ho taouarn warnañ. Kement-se a oa evit e lemel eus o daouarn hag e reiñ d'e dad.

23 Adalek ma oa en em gavet Jozef e-kichen e vreudeur, e tiwiskjont anezhañ eus e doneg, an doneg a veur a liv a oa warnañ,

24 hag e krogjont ennañ d'e deurel er puñs. Ar puñs a oa goullo, ne oa ket dour ennañ.

25 Neuze ec'h azezjont da zebriñ bara. O sevel o daoulagad, e weljont ur strollad Ismaeliz o tont eus Galaad, o c'hañvaled bec'hiet gant louzoù-frondus, balzam ha mir, a yae d'o c'has d'an Ejipt.

26 Juda a lavaras d'e vreudeur: Da betra e servijfe deomp lazhañ hor breur ha kuzhat e wad?

27 Deuit, gwerzhomp anezhañ d'an Ismaeliz, ha na lakaomp ket hon daouarn warnañ, rak hor breur, hor c'hig eo. Hag e vreudeur a sentas outañ.

28 Evel ma tremene marc'hadourien madianat, e tennjont hag e tapjont Jozef eus ar puñs, hag e werzhjont Jozef evit ugent pezh arc'hant d'an Ismaeliz. Ar re-mañ en kasas d'an Ejipt.

29 Ruben a zistroas d'ar puñs-glav ha setu, Jozef ne oa ket ennañ. Regiñ a reas e zilhad

30 hag e tistroas da gavout e vreudeur, hag e lavaras: Ar bugel n'emañ ket ennañ! Ha me, da belec'h ez in?

31 Kemer a rejont toneg Jozef ha, lazhet ganto ur bouc'h, e soubjont an doneg er gwad.

32 Kas a rejont d'o zad an doneg a veur a liv, o lavarout: Kavet hon eus kement-mañ. Anavez hag eo toneg da vab pe n'eo ket.

33 Hag ec'h anavezas anezhi, hag e lavaras: Toneg va mab eo. Ul loen gouez en deus e zebret, a-dra-sur Jozef a zo bet drailhet.

34 Regiñ a reas e zilhad hag e lakaas ur sac'h war e zivgroazell. E-pad pell e tougas kañv d'e vab.

35 E holl vibien hag e holl verc'hed a zeuas d'e frealziñ, met ne felle ket dezhañ bezañ frealzet. Lavarout a reas: Diskenn a rin e kañv etrezek va mab e lec'h ar marv! Hag e dad a ouele dezhañ.

36 Ar Vadianiz a werzhas anezhañ en Ejipt da b-Potifar, ofiser Faraon, penn eus e warded.

Lean sinn:



Sanasan