Geneliezh 36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 36 Diskennidi Ezaü 1 Setu lignez Ezaü, a zo Edom. 2 Ezaü a gemeras e wragez e-touez merc'hed Kanaan: Ada merc'h Elon an Hitit, Oholibama merc'h Ana merc'h Zibeon an Hevian, 3 ha Basmad merc'h Ismael, c'hoar Nebajod. 4 Ada a c'hanas da Ezaü Elifaz, Basmad a c'hanas Reuel, 5 hag Oholibama a c'hanas Jeush, Jaelam ha Kora. Ar re-se eo mibien Ezaü, ar re ganet dezhañ e bro Ganaan. 6 Ezaü a gemeras e wragez, e vibien, e verc'hed hag holl dud e di, e loened hag e holl chatal hag an holl vadoù en doa dastumet e bro Ganaan, hag ez eas en ur vro all, pell diouzh Jakob e vreur. 7 Rak o madoù a oa ken bras, ken na c'hellent ket chom asambles, hag ar vro e-lec'h ma oant o chom ne c'helle ket o derc'hel abalamour d'o zropelloù. 8 Ezaü a chomas war Venez Seir. Ezaü a zo Edom. 9 Setu lignez Ezaü tad an Edomiz, war Venez Seir. 10 Setu amañ anvioù mibien Ezaü: Elifaz mab Ada gwreg Ezaü; Reuel mab Basmad gwreg Ezaü. 11 Mibien Elifaz a voe Teman, Omar, Zefo, Gaetam ha Kenaz. 12 Timna a voe adwreg da Elifaz mab Ezaü hag a c'hanas Amalek da Elifaz. Ar re-se eo mibien Ada gwreg Ezaü. 13 Setu mibien Reuel: Nahad, Zerak, Shamma ha Mizza. Ar re-se eo mibien Basmad gwreg Ezaü. 14 Setu mibien Oholibama merc'h Ana merc'h Zibeon, gwreg Ezaü: Hi a c'hanas da Ezaü Jeush, Jaelam ha Kora. 15 Setu pennoù-bras mibien Ezaü: Mibien Elifaz, kentañ-ganet eus Ezaü: ar penn-bras Teman, ar penn-bras Omar, ar penn-bras Zefo, ar penn-bras Kenaz, 16 ar penn-bras Kora, ar penn-bras Gaetam, ar penn-bras Amalek. Setu aze pennoù-bras deuet eus Elifaz e bro Edom, setu aze mibien Ada. 17 Setu mibien Reuel mab Ezaü: Ar penn-bras Nahad, ar penn-bras Zerak, ar penn-bras Shamma, ar penn-bras Mizza. Setu aze ar pennoù-bras deuet eus Reuel e bro Edom, ar re-se eo mibien Basmad gwreg Ezaü. 18 Setu mibien Oholibama gwreg Ezaü: Ar penn-bras Jeush, ar penn-bras Jaelam, ar penn-bras Kora. Setu aze ar pennoù-bras deuet eus Oholibama merc'h Ana, gwreg Ezaü. 19 Ar re-se eo mibien Ezaü ha setu o pennoù-bras. Eñ a zo Edom. 20 Setu amañ mibien Seir an Horian, ar re a oa o chom er vro: Lotan, Shobal, Zibeon, Ana, 21 Dishon, Ezer ha Dishan. Setu aze pennoù-bras an Horianed mibien Seir e bro Edom. 22 Mibien Lotan a voe Hori hag Hemam. C'hoar Lotan a voe Timna. 23 Setu amañ mibien Shobal: Alvan, Manahad, Ebal, Shefo hag Onam. 24 Setu amañ mibien Zibeon: Aya hag Ana. Ana eo an hini a gavas ar mammennoù tomm er gouelec'h e-pad ma vesae ezen Zibeon e dad. 25 Setu amañ mab Ana: Dishon. Merc'h Ana a voe Oholibama. 26 Setu amañ mibien Dishon: Hemdan, Eshban, Jitran ha Keran. 27 Setu amañ mibien Ezer: Bilhan, Zaavan hag Akan. 28 Setu amañ mibien Dishan: Uz hag Aran. 29 Setu pennoù-bras an Horianed: Ar penn-bras Lotan, ar penn-bras Shobal, ar penn-bras Zibeon, ar penn-bras Ana, 30 ar penn-bras Dishon, ar penn-bras Ezer, ar penn-bras Dishan. Setu aze pennoù-bras an Horianed, ar pennoù-bras o doe e bro Seir. 31 Setu amañ ar rouaned a renas e bro Edom, a-raok ma renas ur roue war vugale Israel: 32 Bela mab Beor a renas en Edom, hag anv e gêr a oa Dinhaba. 33 Bela a varvas, ha Jobab mab Zerak eus Bozra a renas en e lec'h. 34 Jobab a varvas, hag Husham eus bro an Temaniz a renas en e lec'h. 35 Husham a varvas, hag Hadad mab Bedad a renas en e lec'h. Pilat a drec'has Madian e maezioù Moab. Anv e gêr a oa Avid. 36 Hadad a varvas, ha Samla eus Masreka a renas en e lec'h. 37 Samla a varvas, ha Saül eus Reobod war ar stêr a renas en e lec'h. 38 Saül a varvas, ha Baal-Hanan mab Akbor a renas en e lec'h. 39 Baal-Hanan mab Akbor a varvas, hag Hadar a renas en e lec'h. Anv e gêr a oa Paü, hag anv e wreg a oa Mehetabeel merc'h Matred merc'h Mezahab. 40 Setu amañ anvioù ar pennoù-bras deuet eus Ezaü, hervez o ziegezhioù, o lec'hioù hag o anvioù: ar penn-bras Timna, ar penn-bras Alva, ar penn-bras Jeted, 41 ar penn-bras Oholibama, ar penn-bras Ela, ar penn-bras Pinon, 42 ar penn-bras Kenaz, ar penn-bras Teman, ar penn-bras Mibzar, 43 ar penn-bras Magdiel, ar penn-bras Iram. Setu aze pennoù-bras Edom, hervez o chomlec'hioù e bro o dal'ch. Setu aze Ezaü tad an Edomiz. |