Geneliezh 35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 35 Jakob e Betel; ganedigezh Benjamin; marv Rachel; marv Izaak 1 Doue a lavaras da Jakob: Sav, pign da Vetel ha chom eno, gra eno un aoter d'an Doue en em ziskouezas dit pa dec'hes dirak Ezaü da vreur. 2 Jakob a lavaras d'e diegezh ha d'ar re holl a oa gantañ: Lamit an doueoù estren diouzh ho touez, en em c'hlanait ha cheñchit ho tilhad, 3 hag e savimp, hag e pignimp da Vetel, hag e raimp eno un aoter d'an Doue en deus respontet din da zeiz va enkrez hag a zo bet ganin e-pad va beaj. 4 Neuze e rojont da Jakob an holl zoueoù estren o doa, hag ar gwalinier a oa ouzh o divskouarn. Jakob a zouaras anezho didan an dervenn a oa e-kichen Sichem. 5 Goude-se ez ejont kuit. Doue a skoas a spont ar c'hêrioù a oa en-dro dezho ha n'ejont ket war-lerc'h mibien Jakob. 6 Jakob a zeuas da Luz, a zo Betel, e bro Ganaan, eñ hag an holl bobl a oa gantañ. 7 Sevel a reas eno un aoter hag e c'halvas al lec'h-se El-Betel, rak eno eo e oa Doue en em ziskouezet dezhañ pa dec'he dirak e vreur. 8 Debora, magerez Rebeka, a varvas hag a voe sebeliet izeloc'h eget Betel didan an dervenn a c'halver Allon-Bakuth. 9 Doue en em ziskouezas c'hoazh da Jakob pa oa deuet eus Paddan-Aram hag a vennigas anezhañ. 10 Doue a lavaras: Da anv a zo Jakob; ne vi ken galvet Jakob met Israel a vo da anv. Hag e roas dezhañ an anv Israel. 11 Doue a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek. Bez frouezhus ha kresk; ur vroad ha zoken un engroez a vroadoù a c'hano diouzhit, rouaned a zeuio diouzh da lounezhi. 12 Me a roio dit ar vro am eus roet da Abraham ha da Izaak, hag e roin ar vro-mañ da'z lignez war da lerc'h. 13 Doue a yeas kuit digantañ eus al lec'h m'en doa komzet outañ. 14 Jakob a savas ur peul e-lec'h m'en doa komzet outañ, ur peul-maen, hag e skuilhas un evaj-kinnig warnañ, hag e skuilhas eoul warnañ. 15 Jakob a c'halvas al lec'h m'en doa komzet outañ Doue: Betel. 16 Mont a rejont kuit eus Betel, hag e oa c'hoazh ur pennad-hent evit erruout en Efrata pa c'hanas Rachel. Hag he doe kalz a boan da wilioudiñ. 17 Evel m'he doa kalz a boan o wilioudiñ, an amiegez a lavaras: Na'z pez ket aon, rak c'hoazh ec'h eus ur mab. 18 Evel ma roe hec'h ene, rak mervel a reas, e c'halvas anezhañ Ben-Oni, met e dad e c'halvas Benjamin. 19 Rachel a varvas eta; ha sebeliet e voe war hent Efrata, a zo Betlehem. 20 Jakob a savas eno ur peul war he bez. Peul bez Rachel eo, ha chomet eo c'hoazh betek hiziv. 21 Israel a yeas kuit hag a fichas e deltenn en tu all da Vigdal-Eder. 22 E-pad ma voe Israel o chom er vro-se, e c'hoarvezas ma yeas Ruben da gousket gant Bilha adwreg e dad. Israel a glevas-se. Jakob en doa daouzek mab. 23 Mibien Lea: Ruben, kentañ-ganet eus Jakob, Simeon, Levi, Isakar ha Zabulon. 24 Mibien Rachel: Jozef ha Benjamin. 25 Mibien Bilha matezh Rachel: Dan ha Neftali. 26 Mibien Zilpa matezh Lea: Gad hag Aser. Ar re-se eo mibien Jakob, a c'hanas dezhañ e Paddan-Aram. 27 Jakob a zeuas etrezek Izaak e dad da v-Mamre e Kirjad-Arba, a zo Hebron, e-lec'h ma oa bet o chom Abraham hag Izaak. 28 An amzer ma vevas Izaak a voe eta kant ha pevar-ugent vloaz. 29 Neuze e tianalas hag e varvas, hag e voe dastumet etrezek e bobloù, oadet ha gwalc’het a zeizioù. Ezaü ha Jakob e vibien a sebelias anezhañ. |