Geneliezh 34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 34 Sichem a skrap hag a zizenor Dina 1 Dina, ar verc'h he doa ganet Lea da Jakob, a yeas er-maez da welout merc'hed ar vro. 2 Sichem mab Hamor an Hevian, priñs ar vro, he gwelas hag he c'hemeras. Hag e kouskas ganti hag he dizenoras. 3 E ene en em stagas ouzh Dina merc'h Jakob, hag e karas anezhi hag e komzas ouzh kalon ar plac'h yaouank. 4 Sichem a gomzas da Hamor e dad hag a lavaras: Ro din ar plac'h yaouank-se da wreg. 5 Jakob a anavezas penaos en doa dizenoret Dina e verc'h, met e vibien a oa er parkeier gant al loened, ha Jakob ne lavaras netra betek o distro. 6 Hamor tad Sichem a zeuas da gomz ouzh Jakob. 7 Mibien Jakob a zistroas eus ar parkeier pa glevjont kement-se. Ar re-mañ a voe gwall c'hlac'haret ha droug enno eus an dra vezhus en doa graet Sichem da Israel o kousket gant merc'h Jakob, ar pezh ne oa ket d'ober. 8 Hamor a gomzas outo, o lavarout: Ene Sichem va mab a zo en em staget ouzh ho merc'h, roit hi dezhañ, me ho ped, da wreg. 9 En em unanit ganeomp, reiñ a reot deomp ho merc'hed hag e kemerot hor merc'hed evidoc'h. 10 Chom a reot ganeomp hag ar vro a vo deoc'h. Chomit enni, gwerzhit ha prenit madoù. 11 Sichem a lavaras da dad ha da vreudeur Dina: Ra gavin trugarez dirak ho taoulagad hag e roin ar pezh a lavarot din. 12 Goulennit diganin un douar bras ha kalz a brofoù, hag e roin deoc'h evel ma lavarot din, met roit din ar plac'h yaouank da wreg. 13 Mibien Jakob a respontas gant touellerezh da Sichem ha da Hamor e dad. Komz a rejont evel-henn dre m'en doa dizenoret Dina o c'hoar. 14 Lavarout a rejont: Un dra eo na c'hellomp ket ober, reiñ hor c'hoar d'un den diamdroc'h, rak kement-se a vefe ur vezh evidomp. 15 Ne roimp ket ar pezh a c'houlennit diouzhimp, nemet e teufec'h da vezañ heñvel ouzhimp oc'h amdroc'hañ pep par en ho touez. 16 Neuze e roimp deoc'h hor merc'hed hag e kemerimp ho merc'hed evidomp, hag e chomimp ganeoc'h hag e vimp ur bobl hepken. 17 Met ma ne fell ket deoc'h selaou ouzhimp ha bezañ amdroc'het, e kemerimp hor merc'h hag ez aimp kuit. 18 O c'homzoù a blijas da Hamor ha da Sichem mab Hamor. 19 An den yaouank ne zaleas ket da ober kement-se, rak merc'h Jakob a blije dezhañ. Eñ a oa an hini uhelañ e ti e dad. 20 Hamor ha Sichem e vab a zeuas eta da zor o c'hêr hag a gomzas ouzh tud kêr, o lavarout: 21 An dud-se a zo peoc'hius en hor c'heñver, ra chomint er vro ha ra genwerzhint enni. Setu, ar vro a zo bras a-walc'h evito. Kemer a raimp o merc'hed evel gwragez hag e roimp dezho hor merc'hed. 22 Met ne asanto an dud-se da chom ganeomp da vezañ ur bobl hepken, nemet e vefe amdroc'het pep par en hon touez evel ma'z int amdroc'het o-unan. 23 O chatal hag o madoù hag o holl loened, ha ne vint ket deomp? Asantomp ganto war-se hepken, ha ra chomint ganeomp. 24 Ar re holl a yae er-maez dre zor kêr a sentas ouzh Hamor hag ouzh Sichem e vab, ha pep par a yae dre zor kêr a voe amdroc'het. 25 Hag e c'hoarvezas d'an trede deiz, pa oant er boan, ma kemeras daou eus mibien Jakob, Simeon ha Levi breudeur Dina, pep hini e gleze, ha ma en em daoljont war ar gêr e peoc'h hag e lazhjont an holl bared. 26 Lazhañ a rejont gant barvenn ar c'hleze Hamor ha Sichem e vab, hag e kemerjont Dina eus ti Sichem, hag ez ejont kuit. 27 Mibien Jakob en em daolas war ar re vloñset hag a breizhas kêr dre ma oa bet dizenoret o c'hoar. 28 Kemer a rejont o deñved, o ejened hag o ezen, ar pezh a oa e kêr hag er parkeier, 29 preizhañ ha degas a rejont ganto an holl vadoù, o holl vugale vihan hag o gwragez ha kement a oa en tiez. 30 Neuze Jakob a lavaras da Simeon ha da Levi: Trubuilhet hoc'h eus ac'hanon, o vezañ ma'm lakait e brud fall e-touez tud ar vro, e-touez ar Gananeiz hag ar Ferezianed. Ne'm eus nemet un niver bihan a dud, en em vodañ a raint a-enep din hag e skoint ac'hanon hag e vin distrujet, me ha va zi. 31 Respont a rejont: Hag ur c'hast a vo graet eus hor c'hoar? |