Geneliezh 32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 32 Jakob a zo prest da vont da gavout Ezaü; e stourm gant an ael e Peniel 1 Jakob a gendalc'has e hent hag aeled Doue en em gavas gantañ. 2 P'en doa gwelet anezho, Jakob a lavaras: Kamp Doue eo! Hag e c'halvas al lec'h-se Mahanaim. 3 Jakob a gasas kannaded a-raok dezhañ war-zu Ezaü e vreur, da vro Seir, war vaezioù Edom. 4 Gourc'hemenn a reas dezho, o lavarout: Komz a reot evel-henn ouzh Ezaü va aotrou: Setu ar pezh a lavar da servijer Jakob: Chomet on e ti Laban hag on bet eno betek bremañ. 5 Bez' em eus ejened, ezen, deñved, mevelien ha mitizhien, hag e kasan d'henn disklêriañ da'm aotrou evit ma kavin trugarez dirak da zaoulagad. 6 Ar gannaded a zistroas da gavout Jakob hag a lavaras: Aet omp da gavout da vreur Ezaü, hag e kerzh war-arbenn dit gant pevar c'hant den. 7 Jakob a oa spontet bras ha leuniet a enkrez. Neuze e lodennas ar bobl a oa gantañ, an deñved, an ejened hag ar c'hañvaled e div vandenn, 8 hag e lavaras: Mar sko Ezaü unan eus ar bandennoù, ar vandenn a chomo a c'hello tec'hel kuit. 9 Jakob a lavaras: O Doue va zad Abraham ha Doue va zad Izaak, AOTROU, te hag ac'h eus lavaret din: Distro da'z pro hag etrezek da gerentiezh, hag e vin mat ez keñver! 10 Re vihan on evit an holl vadelezhioù hag an holl fealded ac'h eus diskouezet e-keñver da servijer, rak treuzet em eus ar Jordan-mañ gant va bazh ha bremañ e ran div vandenn. 11 Me az ped, salv ac'hanon eus dorn va breur, eus dorn Ezaü! Rak aon am eus na zeufe ha na skofe ac'hanon, hag ar vamm gant ar vugale. 12 Koulskoude, te ac'h eus lavaret: A-dra-sur e vin mat ez keñver hag e lakain da lignez da zont da vezañ evel traezh ar mor na c'heller ket kontañ abalamour d'e niver bras. 13 Tremen a reas an noz el lec'h-se. Kemer a reas eus ar pezh a zeuas en e zorn evit ober ur prof da Ezaü, e vreur: 14 daou c'hant gavr hag ugent bouc'h, daou c'hant dañvadez hag ugent maout, 15 tregont kañvalez a roe da zenañ gant o re vihan, daou-ugent buoc'h ha dek tarv, ugent azenez ha dek azen yaouank. 16 O lakaat a reas etre daouarn e servijerien, pep tropell an eil goude egile, hag e lavaras d'e servijerien: Tremenit a-raok din ha lakait ur pennad etre ur vandenn hag eben. 17 Neuze e c'hourc'hemennas d'an hini kentañ, o lavarout: Pa en em gavo Ezaü va breur ganit ha pa c'houlenno ouzhit: Da biv out? Da belec'h emaout o vont? Da biv eo ar pezh a zo dirazout? 18 Lavarout a ri: Da'z servijer Jakob. Ur prof eo, a gas da Ezaü va aotrou, ha setu e teu e-unan war hol lerc'h. 19 Reiñ a reas an hevelep urzh d'an eil ha d'an trede, ha d'ar re holl a yae war-lerc'h an tropelloù, o lavarout: Evel-se e komzot pa en em gavot gant Ezaü: 20 Lavarout a reot: Setu, da servijer Jakob a zeu war hol lerc'h. Rak lavarout a rae: Dousaat a rin anezhañ gant ar prof a ya dirazon, ha goude-se e welin e zremm, marteze e tegemero ac'hanon en un doare trugarezus. 21 Ar prof a dremenas eta dirazañ, met eñ a chomas er c'hamp e-pad an noz. 22 Sevel a reas en noz-se hag e kemeras e ziv wreg, e ziv vatezh hag e unnek mab, hag e tremenas roudouz Jabok. 23 O c'hemer a reas eta hag o lakaas da dremen ar froud. Lakaat a reas ivez da dremen ar pezh en doa. 24 Jakob a chomas e-unan. Hag un den a c'hourenas gantañ betek sav gouloù-deiz. 25 Pa welas an den ne c'helle ket en trec'hiñ, e skoas war bleg e vorzhed, ha pleg morzhed Jakob a voe dilec'hiet e-pad ma c'hourenas gantañ. 26 Lavarout a reas: Lez ac'hanon da vont, rak gouloù deiz a zo deuet. Hag eñ a lavaras: Ne lezin ket ac'hanout da vont ken na'z po va benniget. 27 Lavarout a reas: Petore anv ac'h eus? Hag eñ a lavaras: Jakob. 28 Lavarout a reas: Da anv ne vo ken Jakob met Israel. Rak gourenet ec'h eus gant Doue ha gant tud, ha trec'het ec'h eus. 29 Jakob a reas goulennoù outañ, o lavarout: Desk din da anv, me az ped. Respont a reas: Perak e c'houlennez va anv? Hag e vennigas anezhañ eno. 30 Jakob a c'halvas al lec'h-se Peniel, rak lavarout a reas: Gwelet em eus Doue dremm ouzh dremm ha va ene a zo bet saveteet. 31 Pa voe tremenet gantañ Peniel, an heol a savas warnañ, hag e kamme diouzh e vorzhed. 32 Setu perak, betek hiziv, mibien Israel ne zebront ket nervenn ar vorzhed, an hini a zo war bleg ar vorzhed, dre ma voe skoet pleg morzhed Jakob e nervenn ar vorzhed. |