Geneliezh 30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 30 Bugale Jakob. Darempredoù Jakob gant Laban. 1 Pa welas Rachel ne roe ket a vugale da Jakob, he doe gwarizi ouzh he c'hoar hag e lavaras da Jakob: Ro din bugale, pe anez e varvin! 2 Kounnar Jakob en em danas a-enep Rachel hag e lavaras: Ha bez' on-me e-lec'h Doue, an Hini n'en deus ket roet dit a frouezh? 3 Hi a lavaras: Setu va matezh Bilha. Kae daveti hag e c'hano war va barlenn, hag em bo ivez bugale drezi. 4 Reiñ a reas eta dezhañ Bilha he matezh da wreg, ha Jakob a yeas daveti. 5 Bilha a goñsevas hag a c'hanas ur mab da Jakob. 6 Rachel a lavaras: Doue en deus barnet ac'hanon hag en deus selaouet va mouezh o reiñ din ur mab. Setu perak e c'halvas anezhañ Dan. 7 Bilha matezh Rachel a goñsevas c'hoazh hag a c'hanas un eil mab da Jakob. 8 Rachel a lavaras: Va lakaet en deus Doue da stourm ouzh va c'hoar hag em eus trec'het. Hag e c'halvas anezhañ Neftali. 9 Lea, o welout he doa paouezet da gaout bugale, a gemeras Zilpa he matezh hag he roas da Jakob da wreg. 10 Zilpa matezh Lea a c'hanas ur mab da Jakob. 11 Lea a lavaras: Pebezh taol-chañs! Hag e c'halvas anezhañ Gad. 12 Zilpa matezh Lea a c'hanas un eil mab da Jakob. 13 Lea a lavaras: Pegen eürus on! Rak ar merc'hed a lavaro ac'hanon eürus. Hag e c'halvas anezhañ Aser. 14 Ruben a yeas er-maez da vare eost an ed, a gavas mandragonoù er parkeier hag o degasas da Lea e vamm. Ha Rachel a lavaras da Lea: Ro din, me az ped, eus mandragonoù da vab. 15 Hi a respontas: Ha nebeut eo dit bezañ kemeret va fried, ma fell dit c'hoazh kemer mandragonoù va mab? Ha Rachel a lavaras: Ac'hanta! Ra gousko ganit en nozvezh-mañ evit mandragonoù da vab. 16 Pa zistroas Jakob eus ar parkeier d'an abardaez, Lea a yeas en arbenn dezhañ hag a lavaras: Te a zeuio ganin-me, rak da c'hopraet em eus evit mandragonoù va mab. Hag e kouskas ganti en noz-se. 17 Doue a selaouas Lea, hag e koñsevas hag e c'hanas ur pempvet mab da Jakob. 18 Lea a lavaras: Doue en deus roet din va gopr evit bezañ roet va matezh da'm fried. Hag e c'halvas anezhañ Isakar. 19 Lea a goñsevas c'hoazh hag a c'hanas ur c'hwec'hvet mab da Jakob. 20 Lea a lavaras: Doue en deus roet un donezon brav din. Ar wech-mañ va ozhac'h a chomo ganin, rak roet em eus c'hwec'h mab dezhañ. Hag e c'halvas anezhañ Zabulon. 21 Goude e c'hanas ur verc'h, hag e c'halvas anezhi Dina. 22 Doue en doe soñj eus Rachel, ha Doue he selaouas hag a zigoras he mammog. 23 Koñseviñ a reas hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras: Doue en deus lamet va mezhegezh. 24 Hag e c'halvas anezhañ Jozef, o lavarout: Ra roio an AOTROU din ur mab all! 25 Pa he doe Rachel ganet Jozef, Jakob a lavaras da Laban: Va lez da vont evit ma tistroin da'm bro, e-barzh va douar. 26 Ro din va gwragez ha va bugale, em eus da servijet evito, hag ez in kuit, rak te a oar ar servij am eus graet evidout. 27 Laban a lavaras: Ra gavin trugarez dirak da zaoulagad, rak anavezet em eus penaos en deus va benniget an AOTROU abalamour dit, 28 dibab da-unan da c'hopr, hag en roin dit. 29 Eñ a lavaras: Anavezout a rez penaos em eus da servijet hag ar pezh eo deuet da vezañ da loened ganin-me. 30 Rak ar pezh az poa a-raok din a oa nebeut a dra, met abaoe e oa gwall gresket hag an AOTROU en deus da venniget war va roudoù. Ha bremañ, pegoulz e labourin ivez evit va zi? 31 Laban a lavaras: Petra a roin dit? Jakob a respontas: Ne roi netra din. Mesa a rin c'hoazh da dropell hag o diwallin mar rez kement-mañ evidon: 32 tremen a rin hiziv e-touez da holl dropell, o lemel eus o zouez pep loen brizh ha marellet ha pep loen du a-douez an oaned, hag ar re a zo marellet ha brizh a-douez ar givri; hennezh a vo va gopr. 33 Va eeunder a roio testeni din en amzer da zont dirazout, pa zeui da anavezout va gopr. Kement na vo ket brizh pe varellet e-touez ar givri, ha du e-touez an oaned, a vo bet laeret ganin. 34 Neuze Laban a lavaras: Ac'hanta! Ra vo evel ma ec'h eus lavaret. 35 En deiz-se, e lamas ar bouc'hed barrennet ha marellet, an holl c'hivri brizh ha marellet. Kement a oa gwenn ennañ ha kement a oa du e-touez an oaned, o lakaat a reas etre daouarn e vibien. 36 Lakaat a reas ur pennad-hent a dri devezh etrezañ-eñ ha Jakob. Jakob a vesaas an nemorant eus tropell Laban. 37 Jakob a gemeras skourroù glas a bupli, alamandez ha platan, hag e tibluskas barrennoù gwenn enno, o tizoleiñ ar gwenn a oa er skourroù. 38 Lakaat a reas ar skourroù en doa diblusket dirak an deñved el laouerioù hag en dourlec'hioù e-lec'h ma'z ae an deñved da evañ, hag e teuent da dommañ pa zeuent da evañ. 39 An deñved eta a zeue da dommañ pa welent ar skourroù, hag e c'hanent oanet barrennet, marellet ha brizh. 40 Jakob a lodenne an oaned hag a lakae deñved tropell Laban dirak ar re a oa barrennet ha kement a oa du. Hag e lakae e loened a-gostez, n'o lakae ket e-kichen tropell Laban. 41 Hag e c'hoarveze penaos bep gwech ma teue da dommañ ar re greñvañ eus an tropell, Jakob a lakae ar skourroù dirak daoulagad al loened el laouerioù evit ma teujent da dommañ e-kichen ar skourroù. 42 Pa veze gwan an deñved, n'o lakae ket, e doare ma oa ar re wan da Laban hag ar re greñv da Jakob. 43 An den-se a zeuas da vezañ pinvidikoc'h-pinvidikañ hag en doe un niver bras a loened, mitizhien ha mevelien, kañvaled hag ezen. |