Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Geneliezh 29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 29 Jakob en em gav gant Rachel hag en em ro e srvij Laban

1 Jakob en em lakaas en hent hag a yeas da vro mibien ar Sav-heol.

2 Sellout a reas ha setu, e welas ur puñs er parkeier; ha setu, e oa tri bagad deñved gourvezet e-kichen, rak eno e veze douraet an tropelloù. Ar maen a c'holoe genoù ar puñs a oa bras.

3 An holl dropelloù en em zastume eno. Neuze e veze ruilhet ar maen diwar-c'horre genoù ar puñs hag e veze douraet an tropelloù, ha goude e veze lakaet ar maen en e lec'h war genoù ar puñs.

4 Jakob a lavaras: Va breudeur, a-belec'h emaoc'h? Hag e responjont: Eus Charan emaomp.

5 Lavarout a reas: Hag anavezout a rit Laban mab Nakor? Hag e responjont: Anavezout a reomp anezhañ.

6 Lavarout a reas: Ha yac'h eo? Hag e respontjont: Yac'h eo ha setu Rachel e verc'h o tont gant an deñved.

7 Lavarout a reas: Setu eo c'hoazh deiz bras, n'emañ ket ar c'houlz da zastum al loened. Dourait an deñved hag o c'hasit da beuriñ.

8 Hag e responjont: Ne c'hellomp ket betek ma vo an holl dropelloù dastumet. Neuze e vez ruilhet ar maen diwar-c'horre genoù ar puñs hag e touraomp an deñved.

9 Evel ma komze c'hoazh ganto, Rachel a erruas gant deñved he zad, rak mesaerez e oa.

10 Adalek ma welas Jakob Rachel merc'h Laban breur e vamm, ha deñved Laban breur e vamm, e tostaas, e ruilhas ar maen diwar-c'horre genoù ar puñs, hag e touraas tropell Laban breur e vamm.

11 Jakob a bokas da Rachel hag, o sevel e vouezh, en em lakaas da ouelañ.

12 Jakob a lavaras da Rachel e oa kar d'he zad hag e oa mab Rebeka. Hi a redas da lavarout kement-se d'he zad.

13 Kerkent ha ma klevas Laban komz diwar-benn Jakob mab e c'hoar, e redas d'e gavout, e vriataas anezhañ, e pokas dezhañ hag e lakaas anezhañ da zont en e di. Jakob a lavaras da Laban an holl draoù-se.

14 Laban a lavaras: A-dra-sur, te a zo va askorn ha va c'hig. Hag e chomas gantañ e-pad ur miz.

15 Neuze Laban a lavaras da Jakob: Ha va serviji evit netra dre ma'z out va breur? Lavar din pehini e vo da c'hopr.

16 Laban en doa div verc'h, an hini henañ a veze galvet Lea hag an hini yaouankañ Rachel.

17 Lea he doa daoulagad tener, Rachel a oa a vent vrav ha koant a zremm.

18 Jakob a gare Rachel. Lavarout a reas: Da servijañ a rin seizh vloaz evit Rachel, da verc'h yaouankañ.

19 Laban a lavaras: Gwelloc'h eo din he reiñ dit, eget he reiñ da unan all. Chom ganin.

20 Jakob a servijas eta seizh vloaz evit Rachel, ha n'o c'havas nemet un nebeud devezhioù dre ma kare anezhi.

21 Ha Jakob a lavaras da Laban: Ro din va gwreg, rak echu eo va amzer hag ez in daveti.

22 Laban a zastumas holl dud al lec'h-se hag a reas ur fest.

23 Da noz, e kemeras Lea e verc'h, he c'hasas da Jakob, hag hemañ a zeuas daveti.

24 Laban a roas e vatezh Zilpa evel matezh da Lea e verc'h.

25 Met antronoz, setu e oa Lea. Jakob a lavaras da Laban: Petra ac'h eus graet din? Ha n'eo ket evit Rachel em eus servijet ac'hanout? Perak ec'h eus touellet ac'hanon?

26 Laban a lavaras: N'eo ket ar c'hiz el lec'h-mañ reiñ an hini yaouankañ a-raok an hini henañ.

27 Echu ar sizhunvezh gant houmañ hag e roimp dit ivez eben, evit ar servij a ri c'hoazh amañ e-pad seizh vloaz all.

28 Jakob a reas evel-se, echuiñ a reas ar sizhunvezh gant houmañ. Neuze Laban a roas dezhañ Rachel e verc'h da wreg.

29 Laban a roas e vatezh Bilha evel matezh da Rachel e verc'h.

30 Dont a reas ivez davet Rachel hag e karas Rachel muioc'h eget Lea. Hag e servijas e ti Laban c'hoazh seizh vloaz all.

31 An AOTROU, o welout e oa Lea kasaet, a zigoras he mammog, met Rachel a oa gaonac'h.

32 Lea a goñsevas hag a c'hanas ur mab, hag en galvas Ruben, rak lavarout a reas: An AOTROU en deus sellet ouzh va glac'har ha bremañ va ozhac'h a garo ac'hanon.

33 Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras: An AOTROU en deus klevet e oan kasaet hag en deus roet din c'hoazh hemañ. Hag e c'halvas anezhañ Simeon.

34 Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras: Ar wech-mañ va ozhac'h a stago ouzhin, rak ganet em eus dezhañ tri mab. Setu perak e voe galvet Levi.

35 Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras: Ar wech-mañ e veulin an AOTROU. Setu perak e c'halvas anezhañ Juda. Hag e paouezas da gaout bugale.

Lean sinn:



Sanasan