Geneliezh 28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 28 Jakob e Paddan-Aram. Huñvre Jakob 1 Izaak a c'halvas Jakob, a vennigas anezhañ hag a c'hourc'hemennas dezhañ, o lavarout: Ne gemeri ket ur wreg e-touez merc'hed Kanaan. 2 Sav, kae da Baddan-Aram, da di Betuel tad da vamm, ha kemer ur wreg ac'hane e-touez merc'hed Laban breur da vamm. 3 Ra vennigo an Doue holl-c’halloudek ac’hanout ha ra lakaio ac’hanout da vezañ frouezhus ha da greskiñ ha ra zeui un niver bras a bobloù. 4 Ra roio dit bennozh Abraham, dit ha da’z lignez ganit, evit ma vo dit ar vro emaout enni hag en deus roet Doue da Abraham! 5 Neuze Izaak a gasas Jakob. Hemañ a yeas da Baddan-Aram etrezek Laban mab Betuel an Aramean breur Rebeka, mamm Jakob hag Ezaü. 6 Ezaü a welas penaos Izaak en doa benniget Jakob, en doa e gaset da Baddan-Aram evit kemer ur wreg eno hag, en ur vennigañ anezhañ, en doa gourc'hemennet dezhañ, o lavarout: Ne gemeri ket ur wreg a-douez merc'hed Kanaan. 7 Gwelout a reas en doa sentet Jakob ouzh e dad hag ouzh e vamm, hag e oa aet da Baddan-Aram. 8 Ezaü, o welout eta e tisplije merc'hed Kanaan da Izaak e dad, 9 a yeas da gavout Ismael hag a gemeras evel gwreg, ouzhpenn ar gwragez en doa, Mahalad merc'h Ismael mab Abraham ha c'hoar Nebajod. 10 Jakob a guitaas Beer-Sheba hag a yeas da Charan. 11 Erruout a reas en ul lec'h ma tremenas an noz ennañ, dre ma oa kuzhet an heol. Kemer a reas eta unan eus ar vein al lec'h-se evel plueg hag e kouskas el lec'h-se. 12 Neuze en doe un huñvre. Setu, ur skeul a oa kempennet war an douar hag he fenn a stoke an neñvoù, ha setu, aeled Doue a bigne hag a ziskenne drezi. 13 Ha setu, an AOTROU en em zalc'he a-us dezhi hag a lavaras: Me eo an AOTROU, Doue Abraham da dad ha Doue Izaak. An douar ma'z out gourvezet warni a roin dit ha da'z lignez. 14 Da lignez a vo evel poultr an douar; hag en em strewi er c'huzh-heol hag er sav-heol, en hanternoz hag er c'hreisteiz, hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout hag ez lignez. 15 Setu, me a zo ganit hag e tiwallin ac'hanout e kement lec'h ma'z i, hag e tegasin ac'hanout er vro-mañ rak ne zilezin ket ac'hanout ken em bo graet ar pezh am eus lavaret. 16 Jakob a zihunas eus e gousk hag a lavaras: A-dra-sur, an AOTROU a zo el lec'h-mañ ha ne ouien netra a-se! 17 Aon en doe hag e lavaras: Pegen spontus eo al lec'h-mañ. Amañ eo emañ ti Doue, hag amañ emañ dor an neñvoù! 18 Jakob a savas beure-mat hag a gemeras ar maen en doa tapet evel plueg, en lakaas en e sav evel ur peul hag e skuilhas eoul war e benn. 19 Gervel a reas al lec'h-se Betel. Met diagent, anv ar gêr a oa Luz. 20 Jakob a reas ur gouestl, o lavarout: Ma vez Doue ganin, ma tiwall ac'hanon er veaj a ran, ma ro bara din da zebriñ ha dilhad da wiskañ, 21 ha ma tistroan e peoc'h da di va zad, an AOTROU a vo va Doue 22 hag ar maen-mañ am eus lakaet en e sav evel ur peul a vo ti Doue; hag eus kement a roi din, e roin dit an deog gant lealded. |