Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Geneliezh 25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 25 Marv Abraham. Diskennidi Abraham. Ezaü a werzh e henañded

1 Abraham a gemeras ur wreg all anvet Ketura,

2 a c’hanas dezhañ Zimran, Jokshan, Medan, Madian, Jishbak ha Shuak.

3 Jokshan a voe tad da Seba ha Dedan. Mibien Dedan a voe an Ashurim, al Letushim hag al Leummim.

4 Mibien Madian a voe Efa, Efer, Hanok, Abida hag Eldaa. Ar re-se holl a zo mibien Ketura.

5 Abraham a roas da Izaak kement en doa.

6 Ober a reas profoù da vibien e adwragez hag e kasas anezho, e-pad e vuhez, pell diouzh e vab Izaak etrezek bro ar Sav-heol.

7 Deizioù bloavezhioù buhez Abraham a voe kant pemzek vloaz ha tri-ugent.

8 Abraham a zianalas hag a varvas en ur gozhni gaer, oadet ha gwalc’het a zeizioù, hag e voe dastumet etrezek e bobloù.

9 E vibien Izaak hag Ismael a sebelias anezhañ e kev Makpela, e park Efron mab Zohar an Hitit, a zo dirak Mamre,

10 ar park en doa prenet Abraham digant bugale Hed. Eno eo e voe sebeliet Abraham gant Sara e wreg.

11 Goude marv Abraham, Doue a vennigas Izaak e vab. Hag Izaak a chomas tost da Veer-Lahai-Roi.

12 Setu lignez Ismael mab Abraham, an hini he doa ganet Agar an Ejipsianez matezh Sara da Abraham.

13 Setu anvioù mibien Ismael, o anvioù hervez o urzh a c’hanedigezh: Nebajod kentañ-ganet Ismael, Kedar, Adbeel, Mibsam,

14 Mishma, Duma, Masa,

15 Hadad, Tema, Jetur, Nafish ha Kedma.

16 Ar re-se eo mibien Ismael, hag ar re-se eo o anvioù hervez o c’hêriadennoù hag o c’hlozier. Ar re-se a voe an daouzek priñs eus o fobloù.

17 Bloavezhioù buhez Ismael a voe kant seizh vloaz ha tregont. Neuze e tianalas hag e varvas, hag e voe dastumet etrezek e bobloù.

18 E vibien a chomas adalek Havila betek Shur, a zo dirak an Ejipt pa’z eer war-zu Asiria. Diazezañ a reas dirak e holl vreudeur.

19 Setu lignez Izaak mab Abraham. Abraham a voe tad da Izaak.

20 Izaak a oa oadet a zaou-ugent vloaz pa zimezas da Rebeka merc’h Betuel an Aramean eus Paddan-Aram, c’hoar Laban an Aramean.

21 Izaak a aspedas an AOTROU evit e wreg, rak houmañ a oa gaonac’h. An AOTROU a voe aspedet gantañ ha Rebeka e wreg a goñsevas.

22 Ar vugale en em vounte enni hag hi a lavaras: Mard eo evel-se, perak ez on-me? Hag ez eas da c’houlenn kuzul digant an AOTROU.

23 An AOTROU a lavaras: Div vroad a zo ez kof ha div bobl en em lodenno o tont ac’hanout. Unan eus ar pobloù-se a vo kreñvoc’h eget egile, hag an hini vrasañ a servijo an hini vihanañ.

24 Hec’h amzer da wilioudiñ en em gavas; ha setu ma oa gevelled en he c’hof.

25 An hini a zeuas er-maez da gentañ a oa rous penn-da-benn evel ur vantell vlev, hag e c’halvjont anezhañ Ezaü.

26 Goude, e teuas e vreur er-maez o terc’hel seul Ezaü, hag e voe galvet Jakob. Izaak a oa oadet a dri-ugent vloaz pa voent ganet.

27 Ar vugale a greskas. Ezaü a zeuas da vezañ ur chaseour ijinus, un den a-ziwar ar maez, met Jakob a oa peoc’hius, oc’h en em zerc’hel en deltennoù.

28 Izaak a gare Ezaü, dre ma tebre eus e jiber, met Rebeka a gare Jakob.

29 Evel ma poazhe Jakob legumaj, Ezaü a zeuas eus ar maezioù hag e oa skuizh.

30 Ezaü a lavaras da Jakob: Ro din, me az ped, da zebriñ eus ar rouz-se, rak gwall skuizh on. Setu perak e oa galvet Edom.

31 Met Jakob a lavaras: Gwerzh din da gentañ da henañded.

32 Ezaü a lavaras: Setu, ez an da vervel, da betra e servijo din an henañded?

33 Jakob a lavaras: Tou din da gentañ. Hag e touas dezhañ hag e werzhas e henañded da Jakob.

34 Jakob a roas da Ezaü bara ha legumaj piz-rous, hag e tebras hag ec'h evas. Neuze e savas hag ez eas kuit. Evel-se Ezaü a zisprizas an henañded.

Lean sinn:



Sanasan