Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Geneliezh 23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 23 Marv Sara. Abraham a bren Makpela

1 Sara a vevas kant seizh vloaz warn-ugent, ar re-se eo bloavezhioù buhez Sara.

2 Sara a varvas e Kirjad-Arba, a zo Hebron e bro Ganaan. Abraham a zeuas d'ober kañv da Sara ha da ouelañ dezhi.

3 Neuze Abraham a savas a-zirak e varv hag a gomzas da vugale Hed:

4 Me zo un diavaeziad hag un ostiziad en ho touez, roit din ar gwir d'ober ur bez en ho touez evit ma sebeilhin va marv ha ma lamin anezhañ a-zirazon.

5 Mibien Hed a respontas da Abraham, o lavarout:

6 Selaou ac'hanomp, va aotrou. Ur priñs a-berzh Doue emaout en hor c'hreiz, sebeilh da varv en hini eus hor bezioù a zibabo. Hini ac'hanomp ne viro ouzhit e vez evit sebeliañ da varv.

7 Neuze Abraham a savas hag a stouas dirak pobl ar vro, dirak bugale Hed.

8 Lavarout a reas: Mar plij ganeoc'h e sebeilhfen va marv hag e lamfen anezhañ a-zirazon, selaouit ac'hanon hag erbedit evidon e-kichen Efron mab Zohar,

9 evit ma roio din kev Makpela a zo dezhañ hag a zo e penn e bark; ra roio din anezhañ evit e dalvoudegezh leun, evel ul lec'h-bez a vo din en ho kreiz.

10 Efron a oa azezet e-touez mibien Hed. Hag Efron an Hitit a respontas da Abraham dirak mibien Hed a selaoue anezhañ ha dirak ar re holl a yae e-barzh dre zor e gêr, hag e lavaras:

11 Nann, va aotrou, selaou ouzhin: Ar park a roan dit, ar c'hev a zo ennañ a roan dit ivez. E reiñ a ran dit dirak mibien va fobl; sebeilh da varv.

12 Abraham a stouas dirak pobl ar vro.

13 Komz a reas da Efron dirak pobl ar vro a selaoue anezhañ, hag e lavaras: Koulskoude, selaou ac'hanon, me az ped: Me a ro arc'hant ar park, kemer anezhañ diganin hag e sebeilhin ennañ va marv.

14 Efron a respontas da Abraham, o lavarout:

15 Va aotrou, selaou ac'hanon: Un douar a bevar c'hant sikl arc'hant etre te ha me, petra eo kement-se?

16 Abraham a glevas Efron; Abraham a bouezas da Efron an arc'hant en doa lavaret dirak mibien Hed, pevar c'hant sikl arc'hant o kaout red e ti ar marc'hadour.

17 Park Efron a oa e Makpela dirak Mamre, ar park hag ar c'hev a oa ennañ hag an holl wez a oa er park betek e harzoù tro-dro,

18 a voe suraet e dalc'h da Abraham dirak mibien Hed, dirak ar re holl a yae e-barzh dre zor e gêr.

19 Goude-se, Abraham a sebelias Sara e wreg e kev park Makpela dirak Mamre, a zo Hebron e bro Ganaan.

20 Ar park hag ar c'hev a zo ennañ a voe suraet gant an Hitited da Abraham evel ul lec'h-bez a oa dezhañ.

Lean sinn:



Sanasan