Geneliezh 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 22 Aberzh Izaak 1 C'hoarvezout a reas, goude an traoù-mañ, ma'c'h amprouas Doue Abraham, hag e lavaras dezhañ: Abraham! Eñ a respontas: Setu-me amañ! 2 Lavarout a reas: Kemer da vab, da vab nemetañ, an hini a garez, Izaak, ha kae gantañ da vro v-Moria, hag eno kinnig anezhañ e loskaberzh war unan eus ar menezioù a lavarin dit. 3 Abraham a savas beure-mat, a sternas e azen, a gemeras daou eus e vevelien gantañ hag Izaak e vab. Faoutañ a reas koad evit al loskaberzh hag ez eas etrezek al lec'h m'en doa lavaret Doue. 4 D'an trede devezh, Abraham, o sevel e zaoulagad, a welas al lec'h a-bell. 5 Abraham a lavaras d'e vevelien: Chomit amañ gant an azen, me hag ar bugel a yelo betek aze hag ec'h azeulimp, ha neuze e tistroimp d'ho kavout. 6 Abraham a gemeras ar c'hoad evit al loskaberzh hag en lakaas war Izaak e vab. Neuze e kemeras an tan hag ar gontell en e zorn; hag ez ejont o-daou asambles. 7 Neuze Izaak a gomzas da Abraham e dad hag a lavaras: Va zad! Eñ a respontas: Setu-me amañ, va mab! Lavarout a reas: Setu an tan hag ar c'hoad, met pelec'h emañ an oan evit al loskaberzh? 8 Abraham a respontas: Va mab, Doue a bourvezo e-unan an oan evit al loskaberzh. Hag e kerzhjont o-daou asambles. 9 Dont a rejont d'al lec'h m'en doa lavaret Doue. Abraham a savas eno un aoter, a renkas ar c'hoad, a liammas Izaak e vab hag a lakaas anezhañ war an aoter, dreist ar c'hoad. 10 Neuze Abraham a astennas e zorn hag a gemeras ar gontell evit lazhañ e vab. 11 Met ael an AOTROU a grias dezhañ eus an neñvoù hag a lavaras: Abraham, Abraham! Eñ a respontas: Setu-me amañ! 12 Lavarout a reas: Na zoug ket da zorn war ar bugel ha na ra netra dezhañ. Rak bremañ ec'h anavezan penaos e toujez Doue, pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetañ. 13 Abraham a savas e zaoulagad hag a sellas, ha setu e oa a-dreñv dezhañ ur maout dalc'het dre e gerniel e-touez an drein. Abraham a yeas da gemer ar maout hag a ginnigas anezhañ e loskaberzh e-lec'h e vab. 14 Abraham a c'halvas al lec'h-se Jehova-Jire, e doare ma lavarer hiziv: War Venez an AOTROU e vo pourvezet. 15 Ael an AOTROU a grias eus an neñv da Abraham evit an eil gwech 16 hag a lavaras: Touiñ a ran drezon va-unan, a lavar an AOTROU, penaos pa ec'h eus graet kement-se ha pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetañ, 17 me a vennigo ac'hanout a-dra-sur, hag e kreskin da lignez a-dra-sur evel stered an neñvoù hag evel an traezh a zo war vord ar mor, ha da'z lignez e vo dalc'h dor hec'h enebourien. 18 Holl vroadoù an douar a vo benniget ez lignez, dre ma ec'h eus sentet ouzh va mouezh. 19 Abraham a zistroas da gavout e vevelien, hag e savjont hag ez ejont asambles da Veer-Sheba. Abraham a oa o chom e Beer-Sheba. 20 Goude an traoù-mañ, e voe lavaret da Abraham: Setu, Milka he deus ganet ivez bugale da Nakor da vreur: 21 Uz e gentañ-ganet, Buz e vreur, Kemuel tad Aram, 22 Kezed, Hazo, Pildash, Jidlaf ha Betuel. 23 Betuel a voe tad da Rebeka. Milka a c'hanas an eizh-se da Nakor breur Abraham. 24 E adwreg anvet Reuma, a c'hanas ivez Teba, Gaham, Tahash ha Maaka. |