Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Geneliezh 21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 21 Ganedigezh Izaak. Agar a zo argaset

1 An AOTROU a weladennas Sara evel m'en doa lavaret, hag an AOTROU a reas da Sara evel m'en doa komzet.

2 Sara a goñsevas hag a c'hanas ur mab da Abraham en e gozhni, en amzer m'en doa lavaret Doue.

3 Abraham a c'halvas ar mab a oa bet ganet dezhañ, a oa bet ganet dezhañ gant Sara, Izaak.

4 Abraham a amdroc'has Izaak e vab d'an oad a eizh deiz, evel m'en doa gourc'hemennet Doue dezhañ.

5 Abraham a oa en oad a gant vloaz pa voe Izaak e vab ganet dezhañ.

6 Sara a lavaras: Doue en deus graet din un dra a lakaio da c'hoarzhin, ar re holl en anavezo a c'hoarzho diwar va fenn.

7 Lavarout a reas: Piv en dije lavaret da Abraham e roje Sara da zenañ da vugale? Rak ganet em eus dezhañ ur mab en e gozhni.

8 Ar bugel a greskas hag a voe dizonet. Abraham a reas ur fest vras en deiz ma voe Izaak dizonet.

9 Sara a welas mab Agar an Ejipsianez o c'hoarzhin, an hini he doa ganet da Abraham.

10 Hag e lavaras da Abraham: Kas kuit ar vatezh-se hag he mab, rak mab ar vatezh-se ne vo ket hêr gant va mab, gant Izaak.

11 Ar gomz-mañ a zisplijas kalz da Abraham abalamour d'e vab.

12 Met Doue a lavaras da Abraham: Ra chomo kement-se hep displijout dit abalamour d'ar bugel ha da'z matezh. Petra bennak ma lavaro dit Sara, sent ouzh he c'homz, rak en Izaak eo e vo anvet da lignez.

13 Me a raio ivez eus mab ar vatezh ur vroad, dre ma'z eo eus da ouenn.

14 Abraham a savas beure-mat, a gemeras bara hag ur sac'h-dour hag o roas da Agar. O lakaat a reas war he skoaz, reiñ a reas dezhi ar bugel hag he c'hasas kuit. Hag ez eas hag e kerzhas e gouelec'h Beer-Sheba.

15 Pa voe goullo ar sac'h-lêr, e lezas ar bugel dindan bodoù gwez.

16 Mont a reas d'azezañ dirazañ war-hed un tenn gwareg, rak lavarout a rae: Gant na welin ket ar bugel o vervel! Hi a azezas dirazañ, a savas he mouezh hag a ouelas.

17 Doue a glevas mouezh ar bugel, hag ael Doue a c'halvas Agar diouzh an neñv hag a lavaras: Petra ac'h eus Agar? Na'z pez ket aon, rak Doue en deus klevet mouezh ar bugel aze, el lec'h m'emañ.

18 Sav, kemer ar bugel ha dalc'h anezhañ dre e zorn, rak me a raio dioutañ ur bobl vras.

19 Doue a zigoras dezhi he daoulagad, hag e welas ur puñs dour. Mont a reas da leuniañ ennañ ar sac'h-lêr hag e roas da evañ d'ar bugel.

20 Doue a voe gant ar bugel hag e kreskas. Chom a reas er gouelec'h hag e teuas da vezañ un tenner gwareg.

21 Chom a reas e gouelec'h Paran hag e vamm a gemeras dezhañ ur wreg eus bro Ejipt.

22 Hag e c'hoarvezas en amzer-se penaos Abimelek, gant Pikol penn e arme, a gomzas da Abraham, o lavarout: Doue a zo ganit e kement a rez.

23 Bremañ eta, tou din amañ dre anv Doue penaos ne douelli na me, na va bugale, na va bugale-vihan, ha penaos e ri em c'heñver hag e-keñver ar vro ec'h eus chomet enni an hevelep trugarez evel ma em eus graet ez keñver.

24 Abraham a respontas: Henn touiñ a rin dit.

25 Met Abraham a glemmas da Abimelek diwar-benn ur puñs dour a oa bet kemeret dre heg gant servijerien Abimelek.

26 Abimelek a respontas: N'ouzon ket piv en deus graet kement-se; te da-unan ne'z poa lavaret netra din, ha me ne'm eus klevet nemet hiziv komz a gement-se.

27 Abraham a gemeras deñved hag ejened hag o roas da Abimelek, hag e rejont o-daou un emglev.

28 Abraham a lakaas a-du seizh dañvad yaouank eus an tropell.

29 Abimelek a lavaras da Abraham: Petra eo ar seizh dañvad yaouank-se ac'h eus lakaet a-du.

30 Respont a reas: Degemer a ri ar seizh dañvad yaouank-se eus va dorn, evit ma vo kement-se un testeni em eus kleuzet ar puñs-se.

31 Setu perak e c'halvas al lec'h-se Beer-Sheba, rak touiñ a rejont o-daou.

32 Ober a rejont eta un emglev e Beer-Sheba. Neuze Abimelek a savas gant Pikol penn e arme, hag e tistrojont da vro ar Filistined.

33 Abraham a blantas un damarisklenn e Beer-Sheba hag a c'halvas eno anv an AOTROU, an Doue peurbadus.

34 Abraham a voe o chom e-pad pell e bro ar Filistined.

Lean sinn:



Sanasan