Geneliezh 18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 18 Aeled Doue. Erbedenn Abraham evit Sodom 1 Neuze an AOTROU en em ziskouezas dezhañ e dervennoù Mamre, pa edo azezet e toull-dor e deltenn e-pad tommder an deiz. 2 Sevel a reas e zaoulagad hag e sellas: setu, tri den a oa en o sav dirazañ. Adalek ma o gwelas, e redas a-raok dezho eus toull-dor e deltenn hag e stouas d'an douar. 3 Hag e lavaras: Va Aotrou, da bediñ a ran, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, na dremen ket e-biou da servijer. 4 Ra vo kemeret, me ho ped, ur bannac'h dour, ha gwalc'hit ho treid ha diskuizhit dindan ar wezenn-mañ. 5 Degas a rin un tamm bara hag e kreñvaot ho kalon; goude-se e tremenot e-biou, rak evit-se eo oc'h tremenet tost d'ho servijer. Lavarout a rejont: Gra evel ma ec'h eus lavaret. 6 Abraham a yeas buan en e deltenn da gavout Sara, hag e lavaras: Degas buan tri sea flour bleud, toaz ha gra gwastell ganto. 7 Abraham a redas da gichen an tropell, a gemeras ul leue tener ha mat, en roas d'ar servijer, hag hemañ a hastas e fichañ. 8 Kemer a reas amann ha laezh, hag al leue a oa fichet, hag o lakaas dirazo. Eñ en em zalc'has dirazo didan ar wezenn, hag e tebrjont. 9 Lavarout a rejont: Pelec'h emañ Sara da wreg? Respont a reas: Setu-hi aze en deltenn. 10 Unan a lavaras: Ne vankin ket da zistreiñ da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara da wreg he devo ur mab. Sara a selaouas diouzh toull-dor an deltenn a oa a-drek dezhañ. 11 Abraham ha Sara a oa kozh hag erruet en oad. Sara n'he doa ken ar pezh o deus ar gwragez ar c'hiz da gaout. 12 Sara a c'hoarzhas enni hec'h-unan, o lavarout: Pa'z on kozh, ha bez' em befe ar blijadur-se? Va aotrou a zo kozh ivez. 13 An AOTROU a lavaras da Abraham: Perak 'ta he deus c'hoarzhet Sara, o lavarout: Ha genel a rafen e gwirionez, kozh evel ma'z on? 14 Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab. 15 Sara a nac'has, o lavarout: Ne'm eus ket c'hoarzhet, rak aon he doe. Met eñ a lavaras: Geo, c'hoarzhet ec'h eus. 16 An dud-se a savas ac'hane hag a sellas etrezek Sodom. Abraham a yeas ganto d'o ambroug. 17 An AOTROU a lavaras: Ha kuzhat a rin da Abraham ar pezh a rin, 18 pa zle Abraham dont da vezañ ur vroad vras ha galloudek, ha ma vo holl vroadoù an douar benniget ennañ? 19 E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ. 20 An AOTROU a lavaras: Ar c'hri a-enep Sodom ha Gomora a zo kresket hag o fec'hed a zo bras-meurbet. 21 Fellout a ra din diskenn ha gwelout hag-eñ o deus graet e gwirionez hervez ar c'hri a zo deuet betek ennon; ha ma n'emañ ket evel-se, me en gouezo. 22 An dud-se a bellaas hag a yeas etrezek Sodom. Met Abraham en em zalc'has c'hoazh dirak an AOTROU. 23 Abraham a dostaas hag a lavaras: Ha lakaat a ri ivez an hini reizh da vezañ kollet gant an hini fallakr? 24 Marteze ez eus hanter-kant den reizh e kêr: o c'holl a ri ivez, ha ne bardoni ket d'al lec'h-se abalamour d'an hanter-kant den reizh-se a zo e-barzh? 25 Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder? 26 An AOTROU a lavaras: Mar kavan e Sodom hanter-kant den reizh e kêr, e pardonin da holl gêr abalamour dezho. 27 Abraham a gomzas hag a lavaras: Setu, e hardishaan hag e komzan ouzh an Aotrou, petra bennak ma n'on nemet poultr ha ludu. 28 Marteze e vanko pemp war an hanter-kant den reizh-se, ha distrujañ a ri an holl gêr abalamour da bemp? Eñ a respontas: Ne zistrujin ket anezhi mar kavan enni pemp den reizh ha daou-ugent. 29 Abraham a gendalc'has da gomz dezhañ, o lavarout: Marteze en em gavo enni daou-ugent? Hag e lavaras: Ne rin ket dre garantez evit an daou-ugent-se. 30 Abraham a lavaras: Pediñ a ran an Aotrou na gemero ket a zroug ouzhin hag e komzin. Marteze en em gavo enni tregont. Hag e lavaras: Ne rin ket mar kavan enni tregont. 31 Abraham a lavaras: Setu, e hardishaan hag e komzan ouzh an Aotrou. Marteze n'en em gavo enni nemet ugent. Hag e lavaras: N'he distrujin ket dre garantez evit an ugent-se. 32 Abraham a lavaras: Pediñ a ran an Aotrou na gemero ket a zroug ouzhin hag e komzin ar wech-mañ hepken. Marteze en em gavo enni dek. Hag e lavaras: N'he distrujin ket dre garantez evit an dek-se. 33 An AOTROU a yeas en e hent p'en doe echuet da gomz gant Abraham. Hag Abraham a zistroas d'e chomlec'h. |