Geneliezh 17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 17 Doue a cheñch anvioù Abram ha Sarai 1 Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall. 2 Diazezañ a rin va emglev etrezon-me ha te, hag e kreskin ac'hanout kalz-meurbet. 3 Abram a gouezhas war e zremm ha Doue a gomzas outañ, o lavarout: 4 Me eo, setu va emglev a zo ganit; te a zeuio tad da un engroez a vroadoù. 5 Ne vi ken galvet Abram, met da anv a vo Abraham, rak da lakaat a ran tad da un engroez a vroadoù. 6 Me a lakaio ac'hanout da vezañ frouezhus kalz-meurbet, hag e rin ac'hanout broadoù; rouaned a zeuio ac'hanout. 7 Diazezañ a rin va emglev etrezon-me ha te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoù, evit bezañ un emglev peurbadus, hag e vin da Zoue hag hini da lignez da c'houde. 8 Reiñ a rin dit ha da'z lignez da c'houde ar vro m'emaout o chom enni, holl vro Ganaan, evit he c'haout da viken, hag e vin o Doue. 9 Doue a lavaras da Abraham: Te a viro va emglev, te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoù. 10 Setu va emglev a virot, hag a vo etrezon-me ha c'hwi ha da lignez da c'houde: ma vo pep par en ho touez amdroc'het. 11 Amdroc'het e viot en ho kig, ha kement-se a vo arouez an emglev etrezon-me ha c'hwi. 12 En oad a eizh deiz, pep par a vo amdroc'het en ho touez a-hed ho rummoù, kenkoulz an hini a zo ganet en ti, evel an hini prenet gant arc'hant digant un diavaeziad bennak na vo ket eus da ouenn. 13 Ne vanki ket d'amdroc'hañ an hini a zo ganet ez ti hag an hini a zo prenet gant da arc'hant, ha va emglev a vo en ho kig un emglev peurbadus. 14 Ar par diamdroc'h, an hini na vo ket bet amdroc'het en e gig, a vo lamet a-douez e bobl: torret en deus va emglev. 15 Doue a lavaras da Abraham: Diwar-benn Sarai da wreg, ne c'halvi ket hec'h anv Sarai, met Sara e vo hec'h anv. 16 Me he bennigo, ha zoken e roin ur mab dit diouti. He bennigañ a rin hag e teuio da vezañ broadoù. Rouaned pobloù a zeuio diouti. 17 Abraham a gouezhas war e zremm. Neuze e c'hoarzhas hag e lavaras en e galon: Ha genel a rafe ur bugel d'un den en oad a gant vloaz? Ha Sara en oad a zek vloaz ha pevar-ugent, ha genel a rafe? 18 Hag Abraham a lavaras da Zoue: Ra c'hello Ismael bevañ dirazout! 19 Doue a lavaras: A-dra-sur, Sara da wreg a c'hano ur mab dit hag e c'hlavi anezhañ Izaak. Diazezañ a rin va emglev gantañ, un emglev peurbadus evit e lignez war e lerc'h. 20 Da selaou a ran diwar-benn Ismael. Setu, e vennigan anezhañ hag e lakain anezhañ da vezañ frouezhus ha da greskiñ kalz-meurbet, tad e vo da zaouzek priñs, hag e rin anezhañ ur vroad vras. 21 Met va emglev a ziazezan gant Izaak, an hini a c'hano Sara dit d'an amzer-mañ er bloaz nesañ. 22 P'en doe echuet da gomz gantañ, Doue a bignas a-gichen Abraham. 23 Abraham a gemeras Ismael e vab, ar re holl a oa bet ganet en e di hag ar re holl en doa prenet gant e arc'hant, an holl bared a oa e-touez tud e di, hag ec'h amdroc'has o c'hig an deiz-se memes, evel m'en doa lavaret Doue. 24 Abraham a oa en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent pa voe amdroc'het. 25 Ismael e vab a oa en oad a drizek vloaz pa voe amdroc'het. 26 Abraham hag Ismael e vab a voe amdroc'het d'an deiz-se. 27 Holl dud e di, ar re a oa bet ganet en e di hag ar re a oa bet prenet gant arc'hant digant an diavaezidi, a voe amdroc'het gantañ. |