Geneliezh 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 16 Sarai hag Agar 1 Sarai gwreg Abram n'he doa ket roet bugale dezhañ. Bez' he doa ur vatezh Ejipsianez anvet Agar. 2 Sarai a lavaras da Abram: Setu, an AOTROU en deus va lakaet gaonac'h. Kae, me az ped, etrezek va matezh, marteze em bo bugale drezi. Abram a sentas ouzh mouezh Sarai. 3 Sarai gwreg Abram a gemeras Agar an Ejipsianez, he matezh, hag a roas anezhi da wreg da Abram he fried, goude m'en doe chomet dek vloaz e bro Ganaan. 4 Mont a reas eta da gavout Agar, hag e koñsevas. Pa welas he doa koñsevet, e tisprizas he mestrez. 5 Neuze Sarai a lavaras da Abram: An dismegañs a zo graet din a gouezh warnout. Lakaet em eus va matezh ez pruched, ha pa he deus gwelet he doa koñsevet, e tisprizas ac'hanon. Ra varno an AOTROU etre me ha te! 6 Abram a respontas da Sarai: Setu, da vatezh a zo etre da zaouarn, gra dezhi evel ma plijo ganit. Sarai a wallgasas anezhi, hag e tec'has kuit azirazi. 7 Ael an AOTROU he c'havas e-kichen ur vammenn-dour er gouelec'h, an hini a zo war hent Shur. 8 Lavarout a reas: Agar matezh Sarai, a-belec'h e teuez ha da belec'h emaout o vont? Respont a reas: Tec'hout a ran a-zirak Sarai va mestrez. 9 Ael an AOTROU a lavaras: Kae en-dro da gavout da vestrez hag en em izela dindani. 10 Ael an AOTROU a lavaras: Me a gresko kement da lignez ken na c'hellor ket he c'hontañ, ken niverus e vo. 11 Ael an AOTROU a lavaras: Setu, te a zo brazez hag e c'hani ur mab hag e c'halvi anezhañ Ismael, rak Doue en deus da glevet e-barzh da c'hlac'har. 12 Heñvel e vo ouzh un azen gouez, e zorn a vo a-enep an holl ha dorn an holl a-enep dezhañ, hag e vo o chom dirak e vreudeur. 13 Hi a c'halvas anv an AOTROU en doa komzet outi: Ata-El-Roi. Rak lavarout a reas: Ha ne'm eus ket zoken amañ gwelet an hini am gwele? 14 Setu perak e voe galvet ar puñs-se, Beer-Lahai-Roi. Emañ etre Kadesh ha Bered. 15 Agar a c'hanas ur mab da Abram, hag Abram a c'halvas ar mab he doa Agar ganet dezhañ Ismael. 16 Abram a oa en oad a c'hwec'h vloaz ha pevar-ugent pa c'hanas Agar Ismael dezhañ. |