Geneliezh 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 14 Abram en em gav dirak Melkizedek 1 En amzer Amrafel roue Shinear, Arjok roue Ellazar, Kedorlaomer roue Elam, ha Tideal roue Goim, 2 e c'hoarvezas ma rejont brezel enep Bera roue Sodom, Birsha roue Gomora, Shineab roue Adma, Shemeber roue Zeboim, ha roue Bela, a zo Zoar. 3 Ar re-mañ holl en em zastumas e traonienn Sidim, a zo Mor an Holen. 4 E-pad daouzek vloaz e sentjont ouzh Kedorlaomer, met d'an trizekvet bloaz en em savjont. 5 D'ar pevarzekvet bloaz, Kedorlaomer hag ar rouaned a oa gantañ a zeuas hag a bilas ar Refaim en Ashterod-Karnaim, ar Zuzim en Ham, an Emim e Shave-Kiriataim, 6 hag an Horianed war o Menez Seir betek El Paran d'ar gouelec'h. 7 Neuze, o tistreiñ, e teujont da En-Mishpad, a zo Kadesh, hag e piljont holl vro an Amalekited, hag ivez an Amoreaned a oa o chom en Hazazon-Tamar. 8 Neuze, roue Sodom, roue Gomora, roue Adma, roue Zeboim, ha roue Bela a zo Zoar, a yeas hag en em renkjont e linenn a-enep dezho e traonienn Sidim, 9 a-enep Kedorlaomer roue Elam, Tideal roue Goim, Amrafel roue Shinear, hag Arjok roue Ellazar: pevar roue a-enep pemp. 10 Bez' e oa e traonienn Sidim kalz a buñsoù a der-douar. Roue Sodom hag hini Gomora a dec'has hag a gouezhas enno; ar re all a dec'has d'ar menez. 11 Neuze e kemerjont holl binvidigezhioù Sodom ha Gomora hag o holl vevañs, hag ez ejont kuit. 12 Kemer a rejont Lot mab breur Abram a oa o chom e Sodom gant e vadoù, hag ez ejont kuit. 13 Un tec'her a zeuas da lavarout da Abram an Hebread. Eñ a oa o chom e dervennoù Mamre, an Amorean breur Eshkol ha breur Aner, ar re o doa un emglev gant Abram. 14 Pa glevas Abram e oa prizoniad e vreur, ec'h armas tri c'hant triwec'h eus e dud leal, ganet en e di, hag ez eas war-lerc'h ar rouaned-se betek Dan. 15 Neuze, o vezañ lodennet e dud, en em daolas warno en noz, eñ hag e servijerien, hag e pilas anezho. Mont a reas war o lerc'h betek Hoba, a zo a-gleiz da Zamask. 16 Degas a reas gantañ an holl binvidigezhioù. Degas a reas ivez gantañ Lot e vreur, e vadoù hag e wragez ivez, hag ar bobl. 17 Roue Sodom a zeuas a-raok dezhañ pa zistroas goude bezañ trec'het Kedorlaomer hag ar rouaned a oa gantañ e traonienn Shave, a zo traonienn ar Roue. 18 Melkizedek, roue Salem, a zegasas bara ha gwin. Hemañ a oa aberzhour an Doue Uhel-Meurbet. 19 Bennigañ a reas Abram hag e lavaras: Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar! 20 Benniget ra vo an Doue Uhel-Meurbet en deus lakaet da enebourien etre da zaouarn! Hag Abram a roas dezhañ an deog eus pep tra. 21 Roue Sodom a lavaras da Abram: Ro din an dud ha kemer ar pinvidigezhioù evidout. 22 Abram a lavaras da roue Sodom: Sevel a ran va dorn etrezek an AOTROU Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar, 23 penaos ne gemerin ket zoken un neudenn pe ur gorreenn votoù, netra hag a zo dit, e doare na lavari ket: Me am eus pinvidikaet Abram. Netra evidon! 24 Nemet ar pezh o deus debret an dud yaouank ha lod an dud a zo deuet ganin, Aner, Eshkol ha Mamre: ar re-se a gemero o lod. |